Ur c’henlabour arzel ha skiantel etre TEATR PIBA hag an IFREMER
- Diwar oberenn David Wahl
- Troidigezh – Tangi Daniel
- Stummoù – Brezhoneg / Joual (Kebek) pe Saozneg / Joual
- Adaleg 12 vloaz
- Padelezh 100 mn
- Niver a arvestour 80/100
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Pedet e vo an arvestourien da zizoloeiñ ur pezh-c’hoari dre glevet dic’hortoz. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. E kreiz al leurenn-aozañ ‘n em lako an arvestourien evit ur veaj da santout war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.
“Un dachennad a zour tomm eo “Lucky Strike”, ur c’hilometrad karrez eo homañ, gant torgennoù kizellet mat, gant runioù, krec’hioù-tan bev, plaenennoù bras meurbet, ha tornaodoù serzh. Chom a reomp boemet evit ar wech kentañ, war grap an torgennoù-se e virvilh an naoueier forzh pegement. Tropadoù bras divuzul a zo warno, leun a loened a-vordilh tout, bodet ken stank ken n’eus ket tu diforc’hañ anezho tout war an dro. Diniver int. Ken stank int ken ez int ha strizh eo o zachenn vevañ ken ez eo. Anavezout a reomp pesked. O toullañ o hent emaint e touez ar pezh a c’hellfe bezañ miliadoù ha miliadoù a bikoloù meskl divent o sevel o c’hregin lemm d’an nec’h. Brav eo d’an nen klask keñveriañ an traoù gant ar pezh a anavez dija hag a wech mañ larfemp eo heñvel walc’h pezh a welomp deus modoù difenn ar grenn-amzer.”
David Wahl, Donvor, Deiz-levr Donvor, Gwengolo 2017
Skipailh arzel
- Ren arzel – Thomas Cloarec
- Skrivañ ha dramaouriezh – David Wahl
- Skoazell war al leurenniñ – Mai Lincoln
- Treiñ – Tangi Daniel
- C’hoari ha trouziañ – Charlotte Heilmann, Karine Dubé-Guillois, Krismenn
- Leurenn-aozañ – Nadège Renard
- Krouiñ ha merañ ar son – Gwenole Peaudecerf
- Krouadenn son ha trouziañ – Elodie Fiat, Pablo Salaun, Philippe Ollivier
- Skiantourien – Pierre-Marie Sarradin, Jozée Sarrazin
- Merañ ar produiñ – Tony Foricheur
Menegoù
- Ken produiñ : Ar C’houartz – Leurenn Broadel Brest – Ti ar C’hoariva – Brest
- Skoazell : Ifremer-Brest, Ocean Networks-Canada, Intinéraire(s) d’Artiste(s)
- Kenober Naoned/Roazhon/Brest : Au bout du plongeoir-Kêr-vamm Roazhon, Chapel Derezo-Kêr Brest, Labouradegoù Chantenay-Kêr-vamm Naoned, Skolveur Breizh ar C’hornog LabexMer, Rannvro Breizh, Ensavadur Gall-Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, Koñsuldi Bro C’hall e Vancouver, Skol-Veur Victoria (Kolombia Breizh-Veur).