Strollad Fubudenn ha Fubudennig
- apropos
Ganet e miz Meurzh 2010 e Kemperle, kroget o doa da labourat un destenn skrivet asambles gant strollad Plougin ha Mikael Madeg «Danjerus tamm ebet". C’hoariet o deus e meur a lec’h e Penn-ar-Bed.
Leurenniet gant Jean Kergrist, e oa bet savet o doa ur pezhig c’hoari ganto: «Opéra cochonnier / Fest ar pemoc’h".
Goude o deus c’hoariet ur pezh c’hoari evit ar vugale «Kurunennoù ar Rouanez" (Teatr du Copeau, Belgia, troet gant Youenn Kraff).
Kroget o doa e 2013 ur pezhig skrivet ganto "E kreiz ma bro". Sikouret int bet evit al leurenniñ gant Celine Soun.
E 2015 o deus krouet ur pezh nevez : "Penaos buhez lâre Filo", leurenniet ivez gant sikour Celine Soun.
C’hoant o deus bezañ flemmus un tamm (evel ur c’hwil fall), direnkañ, hag implij brezhoneg bro Kemperle a zo etre bro Gwened ha bro Gerne.
Da welout :
Ar srollad o labourat
Dañjerus tamm ebet
Un diviz skrivet gant Tangi Malmanche
Ar Roue Arzur gant Sedrig
Ar bonedoù ruz
Politikourien hag ar brezhoneg
-
14 a viz Mezheven 2019
Ur pezh-c’hoari gant 10 komedian yaouand, heuliet ganto skolig c’hoariva Ti ar Vro Kemperle.Retour ligne automatique
Gant kontadennoù hengounel (an daou dort, laerezh ar gorriganez, korriganez an dour), met ivez gant testennoù ar Barzaz Breizh (ar c’horred), ha sonennoù ha rimadelloù dastumet er vro (an dro ar gorriganed Baod, Rieg, komzoù diskonterien Molan...) e oa bet savet an abadenn, 6 lodenn…
-
1añ a viz C’hwevrer 2019
Ur pezh-c’hoari savet gant tud yaouank eus Bro Kemperle.
Dibabet o deus ar vugale labourat war ar gorriganed, gant c’hwec’h taolenn a c’hell bout c’hoariet stag, distag, hag a gont kontadennoù disheñvel, gant dansoù, kanaouennoù... "Korriganerien" eo anv ar pezh-c’hoari nevez-mañ.
Ar plijadur o do da c’hoari evit darvoudoù pouezus ar vro : festival Taol Kurun ha dirak skolidi brezhonegerien hag ivez,…
-
30 a viz Mezheven 2018
Strollad Fubudennig eo breur bihan strollad Fubudenn, kroget e miz Gwengolo 2017. C’hoariet o deus e festival Taol Kurun, lodenn gentañ pezh c’hoari liseidi Diwan Karaez hag e miz meurzh evit miz ar brezhoneg e Kemperle.
C’hoariet eo ar pezh gant seizh komedian yaouank (CE2-6vet). Pleustradegoù a vez bep merc’her etre 4e ha 5e30 dindan renerezh Fanny Chauffin, sikouret gant leurennerien a vicher,…
-
1añ a viz Here 2016
Pezh-c’hoari evit c’hoarzhin mouk, kanañ, dañsal un tamm, gant c’hwec’h plac’h Fubudenn evit o pempvet abadenn, goude "Danjerus tamm ebet", "L’opera cochonnier", "Kurunennoù ar rouanez" hag "E kreiz ma bro".
E teir yezh (brezhoneg, galleg hag alamaneg), 15 kanaouenn e tammoù, ha testennoù dibabet gant ar strollad diwar-benn buhez ar merc’hed : maouezed kozh, merc’hed yaouank, terroristed,…
-
5 a viz Here 2014
Peulvanioù, billig, krampouezh ha binioù kozh, dañs ha kan ha diskan : klichedoù ha raksoñjoù a zo bet adimplijet gant ar strollad Fubudenn. Un dibunadeg tudennoù iskis, fentus pe zirollet ha diaes da añduriñ…
Padelezh : 35mn
-
25 a viz Here 2011
Kurunennoù ar rouanez a gont istor Honza, a glask dimeziñ gant Kasenka. Met evit se, ret e vo dezhañ mont da Braha c’hoari gant ar Rouanez : kurunennoù pe soudard ar roue e-pad ugent vloaz ?
Abadenn evit ar vugale, adalek 5 bloaz.
Testenn skrivet gant strollad Brussel : «Theatre du Copeau"
Sonerezh gant Fabienne hag Emmanuelle.
Padelezh : un…
-
22 a viz Gouere 2010
Evit o arvest kentañ en deus dibabet Strollad Fubudenn ur pezh c’hoari skrivet gant strollad Plougin asambles gant Mikael Madeg, e 1980. Berraet, ouzhpennet jestroù, kanaouennoù. Istorioù ur greizenn nukleel ba beg Kermoger, Biel Apostolik o laoskel ar plas da Viel Politik, ganet ur sadorn da noz. Danjerus ? Tamm ebet…