12vet Devezh c’hoariva ar skolajidi

Kroget e 2008 e kendalc’h atav an darvoud bloaziek pouezus-mañ evit hor c’hevredigezh. Karget mat e vo an devezh gant 7 skolaj o kemer perzh (5 eus Penn-ar-Bed ha 2 eus Aodoù-an-Arvor).

Pal an devezh : lakaat ar skolidi da zeskouez pep hini d’ar re all al labour c’hoariva savet e-kerzh ar bloavezh skol.

Ar chañs hon eus da vezañ degemeret gant Ti-kêr Sant-Martin e Pol ar Roudour. Tro o do ar skolidi da c’hoari war ur gwir leurenn gant doareoù mat kenañ.

N’eo ket ur genstrivadeg met ur bodadig a vo savet evit priziañ al labour kinniget. Ar pal ne vez ket barnañ met kentoc’h reiñ kuzulioù, mennozhioù ha kalonekaat ar skolidi.