2021 ? Ha ma rafed c’hoariva er skol ?

C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù-all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.

Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel raktresoù c’hoariva er skol. C’hoariva a zo ivez ur rouedad tud a vicher a ya bep bloaz er skolioù evit labourat gant ar gelennerien hag ar skolidi evit sevel pezhigoù-c’hoari pe abadennoù bras.

Ar stignad Skol c’hoariva krouet gant Rannvro Breizh a harp bep bloaz raktresoù er skolioù.
Priz an eurvezh a vez 50€.
Rannvro Breizh a gemer e karg 17,50€ dre eurvezh. Da lâret eo priz an eurvezh evit ar skol a zo 32,50€.
Treuzwelus eo evit ar skol peogwir e vez roet peurest priz an eur d’an dud a vicher war eeun gant Rannvro Breizh.
C’hoariva a c’hell sikour ivez ar gelennerien da beurleuniañ o doseroù evit o fastell-vro. M’ho peus ezhomm titouroù :

Skrivit deomp
Pe bellgomzit : 06 38 78 35 15