25 bloaz Strollad Kallag

1994-2019 : Setu tapet e bemp bloaz warn-ugent gant ar Strollad... ha ken dirollet bepred ! Biskoazh kemend-all !

Evid merkañ an degouezh zo bet divizet gant Strollad Kallag klask ober plijadur d’ar vugale (ha d’ar re vraz ive) hed-ha-hed ar bloaz-mañ, ha marteze war-lerc’h c’hoazh.

Penaoz ? O kinnig hon abadenn margodennoù e brezhoneg Kontadenn Luduennig evid ur priz dister-tre (da weled) d’ar skolioù, tier ar vro, kreizennoù vakañsoù, kevredigezhioù... – an oll aozadurioù a ra war-dro ar brezhoneg.

Deuit hardizh e darempred ganeomp, an abretañ ar gwellañ :
06.41.25.25.23 / 02.96.45.59.95
pe skrivit deomp