4re Festival Teatr Brezhonek

Adalek ar 16/10 betek ar 16/11

Ar 4re Festival Teatr Brezhonek a vo dalc’het etre ar 16/10 hag ar 16/11/2014.
Meur a brantad kreñv a vo.
Da gentañ d’ar 16/10 er C’hoariva Max Jacob e Kemper evit digoradur ar Festival.
Degemeret e vimp amzer un dibenn sizhun e saloñs al levrioù Karaez (25 ha 26/10).
Tro ho po e-pad an dibenn sizhun-mañ da :

  • Gemer perzh en un daol-grenn diwar-benn ar c’hoariva er skolioù.
  • Selaou ha klevout lennadennoù a bep seurt e-kerzh saloñs al levrioù e Tachenn ar Glenmor.
  • Welout pezhioù-c’hoari e Tachenn Glenmor hag er Sinediks ha kemer perzh en ur c’hoarivapero.

Echuiñ a raimp ur miz goude d’ar 16/11 e Ploueskad.

Klikit evit gwelout ar programm :

Digor d’an holl.