9vet abadenn Devezh c’hoariva ar skolajidi

7 skolaj a gemero perzh d’an 9vet abadenn-mañ.

Perzhidi Devezh c’hoariva ar skolajidi d’ar 7 a viz Even :

  • Skolaj Sant-Jozef - Plabenneg :
    • Re 5vet : Istorioù karantez er restaorant (sketchoù)
    • Re 6vet : Lenn ar morganezed (azasaet diwar Peter Pan)
  • Skolaj Ar Govig - Lannuon :
    • Re 4re : Afer Taupin (skrivet gant Alan Tudoret diwar teulioù e galleg)
  • Skolaj E. Herriot - Rostrenenn
    • Re 3de : Yann hag e glipenn (gant Pêr Jakez Heliaz)
  • Skolaj Itron Varia a Esperañs - Kleder
    • Re 6vet ha 5vet : Ar bleiz ha kabellig ruz (skrivet gant F’murr ha troet gant B. Simon)
  • Skolaj Diwan - Ar Releg
    • Re 4re : Kaptain Breizh (skrivet gant E. Cloarec)
    • Re 3de : An avel aour (danevell gant R. Hemon)
  • Skolaj Sant Frañsez - Lesneven
    • Re 3de : Un abadenn tele (skrivet gant ar skolajidi)
  • Skolaj Sant Anton Lasalle - Lanniliz
    • Re 6vet : Ar Roue Marc’h

Ne vo roet prizioù ebet met ur bodadig barn a brizio ar pezhioù evit sevel evezhiadennoù, alioù ha gourc’hemennoù (war ar brezhoneg, ar c’hoari, al leurenniñ, an ijin, emzalc’h ha spered strollad) hag a vo kaset da bep strollad dre lizher.