A-dreuz an amzer

A-dreuz an amzer zo un arvest-straed da gentañ, ha da eil un dro gaer da ober anaoudegezh gant Pontekroaz hag he mein kozh. Kas a ra an arvesterien daved buhez an annezidi, mojennoù eus ar vro, tud pennañ an amzer wechall, pep tra skeudennaouet gant komedianezed ha komedianed leun a lañs anezho.
Senennoùigoù nevez-flamm a vez kinniget bep bloaz. Da ginkladurioù c’hoariva e teu ar savadurioù, ar monumantoù ha ribinoù ar gêr. D’al lec’hioù-se e ya tudennoù gwirion pe ijinet da lâret o zamm. Kement-mañ evit soubañ an arvesterien e plegoù an Istor dre fent ha faltazi.

contacter troupe