AR ROUE ARZHUR

Setu kontet ha c’hoariet Istor ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn !

Un abadenn skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella.

En ur c’hovel emañ ar Mestr Gov o labourat. An hini en deus turgnet ar c’hleze Kaledvoulc’h an hini eo !
« Piv ‘oa ar Roue Arzhur ? » a c’houlenn un toullad mevelien yaouank, korriged anezho.
Ha setu eñ da gontañ an istor bet c’hoarvezet er VIvet kantved, e Breizh-Veur etre Kembre ha Kernev ; ha diwezhatoc’h en Arvorig deuet da vezañ Breizh-Vihan. Kaoter Gundestrup ar Gelted kozh eo emaer o klask ! Ret eo reiñ e nerzh hag e c’halloud en-dro d’ar Roue Arzhur. Evit argas an enebourien hag adsevel Breizh a-nevez etre an daou du eus ar Mor.

Un abadenn tan ha kurun gant tudennoù hag anevaled dreist-naturel, dañsoù, emgannoù…

Plouguerne – Korejou :

  • Yaou 18 a viz Gouere da 9 eur
 noz
  • Gwener 19 a viz Gouere da 9 eur
 noz
  • Sadorn 20 a viz Gouere da 9 eur
 noz e brezhoneg penn-da-benn
  • Sul 21 a viz Gouere da 9 eur
 noz

Kerlouan – Meneham :

  • Yaou 08 a viz Eost da 9 eur
 noz
  • Gwener 09 a viz Eost da 9 eur
 noz
  • Sadorn 10 a viz Eost da 9 eur
 noz
 e brezhoneg penn-da-benn
  • Sul 11 a viz Eost da 9 eur
 noz

Mont e darempred :