rubrique

Abadennoù skingomz war ar c’hoariva

An abadennoù radio a gemer perzh er vuhez hag er memor ar c’hoariva e brezhoneg.
Amañ e vo kavet abadennoù radio war ar strolladoù, war bezhioù-c’hoari zo pe gomedianed, war ar c’hoariva e brezhoneg dre vras.

Ar pezh-c’hoari N’eo ket ar memes galleg gant strollad Gwineventer

Abadenn skignet d’an 19 a viz Meurzh war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Célestin Maguer ha Claude Léon eus strollad Gwineventer zo o lârout un tamm hiroc’h war ar pezh-c’hoari «N’eo ket ar memes galleg».

Ar pezh-c’hoari Frankiz gant Strollad ar Vro Bagan

Abadenn skignet d’an 12 a viz c’hwevrer 2013 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Un abadenn war ar pezh-c’hoari Frankiz gant tammoù eus ar pezh ha testeni Tangi Merrien komedian.

Sul gant strollad Plon’8 ha Brezel al Lastez gant strollad C’hoari las

Abadenn skignet d’an 13 a viz Du 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Aterset eo bet komedianed ar strolladoù Plon’8 (eus bro Gerne) ha C’hoari las (eus bro Dreger) war o fezh-c’hoari "Sul" ha "Brezel al Lastez", c’hoariet da geñver an trede Festival Brezhonek aozet gant C’hoariva.

Festival Teatr brezhonek 2012

Abadenn skignet d’an 23 a viz Here 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Un abadenn evit kinnig trede Festival Teatr Brezhonek (2-21 a viz Here 2012).

Ar vugale er pezh-c’hoari Armorica Breizh gant strollad Ar Vro Bagan

Abadenn skignet d’ar 26 a viz Even 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Bet eo Kristian Bras o welout bugale Plougerne o pleustriñ evit Armorica Breizh, abadenn tan ha kurun strollad Ar Vro Bagan. Gant Goulc’han Kervella ha Nikol Ar Vourc’h.

Strollad Madarjeu

Abadenn skignet d’ar 15 a viz Mae 2012 war radio An Arvor (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan a gont deomp o micher komedian. Klevet eo ivez tammoù deus o fezh war ar stern d’ar c’houlz-se : Alanig al Louarn.

Mari-Elen Morvan (Strollad Kallag) hag ar c’hoariva

Abadenn skignet d’ar 27 a viz Meurzh 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz).
Mari-Elen Morvan komedianez strollad Kallag a gont deomp he entan evit ar c’hoariva.

Pezh-c’hoari Boued Touseg gant strollad Plougin

Abadenn skignet e miz Ebrel 2002 war radio Arvorig.
Reun Treger eus strollad Plougin a ginnig ar strollad hag ar pezh-c’hoari Boued Touseg diwar Le festin des gueux skrivet gant Jean Failler. Aterset eo gant Roger Lavanant.
Da selaou war an Tour Tan.

Atersadenn Celine Soun eus strollad La Obra

Abadenn skignet e miz Meurzh 2006 war radio Arvorig FM.
Atersadenn Celine Soun eus strollad La Obra. Komz a ra eus he micher stummerez war ar c’hoariva da vare ar strollad tud yaouank An Alouberion ouzh mikro Gael Morin.
Da selaou war lec’hienn an Tour Tan.

Pezh-c’hoari Kroaz-hent gant skolajidi Diwan Kemper

C’HOARIVA -"KROAZ-HENT"
Abadenn skignet e miz Ebrel 2003 war radio Kerne.
Da geñver ar gouel "Kornog-norzh-kornog c’hoarivaoù ar bedoù keltiek" e oa kinniget e c’hoariva Kerne gant skolajidi Diwan Kemper ur pezh-c’hoari, "Kroaz-hent", renet gant Nolwenn Korbell. Reportaj e-pad ar bleustradeg veur gant Skolajidi Diwan Kemper ha Fanny Chauffin, ouzh mikro Laëtitia Fitamant.
Selaou un tamm deus an abadenn war an Tour Tan.

Gant :
Skolajidi Diwan Kemper, Fanny Chauffin, Nolwenn Korbel.

Strollad Plon’8 o pleustriñ

Abadenn skignet e miz Mae 2010 war radio Kerne.
Adkavit tud strollad Plon’8 o pleustriñ ouzh mikro Dorig ar C’hras.
Evit selaou an abadenn war an Tour Tan.

Pezh-c’hoari Kig ha Faltazi gant strollad Barzhanoff

Abadenn skignet e miz Du 2005 war radio Kerne.
Da geñver Gouel Bro Douarnenez e oa bet pedet ar strollad c’hoariva Barzhanoff, ur gompagnunezh eus Roazhon leun a youl hag o deus skrivet ha leurennet "Kig & Faltazi". Bac’het eo an implijidi un dibenn-sizhun-pad er burev.
Ur mod da ziskouez an doare ma c’hoari ar gwask war an dud.
Evit klevout Meriadeg, Olier, Christine, Gwilherm, Marie-Thérèse aterset gant Solenn Georgeault : lec’hienn an Tour Tan.

Pezh-c’hoari Romeo ha Julieta gant strollad Plon’8

Abadenn skignet e miz Gouere 2009 war radio Kerne.
Aktourien divyezhek ar strollad c’hoariva Plon’8 a ginnig deomp o labour war ar pezh-c’hoari "Romeo ha Julieta". Ur sell fentus war oberenn Shakespeare.
Da selaou war lec’hienn an Tour Tan.

Ar pezh-c’hoari Bleunioù Gouez gant strollad La Obra

Abadenn skignet d’an 31 a viz Eost 2013 war radio Kerne.
Strollad La Obra o pleustriñ war ar pezh-c’hoari Bleunioù gouez. Gant komedianed La Obra ouzh mikro Morgane Bramoullé.
Selaou an abadenn war Breizh Net.

Celine Soun a gont istor la Obra

Abadenn skignet d’an 28 a viz Kerzu 2012 war radio Kerne.
Céline Soun o komz diwar-benn La Obra, strollad c’hoariva e brezhoneg hag e spagnoleg. Kontet eo petra eo La Obra, petra zo bet graet gant ar strollad hag o raktresoù.

Da selaou war RadioBreizh.net.

C’hoariva evit ar vugale gant strollad Ar Vro Bagan

Abadenn skignet d’an 22 a viz C’hwevrer 2012 war radio Arvorig FM.
C’hwezek bugel etre 6 ha 12 vloaz o deus kemeret perzh en ur staj c’hoariva e-kerzh o vakañsoù. Kinniget e vez ar staj, bep mintin, gant strollad Ar Vro Bagan e Plougerne. Ur staj e brezhoneg kaset da benn gant Goulc’han Kervella, rener ar stal ha komedian a-vicher. Displeget ’neus da Erwan Blanchard peseurt palioù a glasker tizhout ’kerzh ur sizhunvezh giz-se.
Evit selaou an abadenn war RadioBreizh.net.

Ar strollad Rebeldia ha La Obra hag ar raktres "Ixcan creativo"

Abadenn skignet d’ar c’hentañ a viz Kerzu 2009.
Aterset eo ar strollad c’hoariva "Rebeldia" a zo e bal dezhañ krouiñ ul liamm gant tud yaouank ar greizenn "Ixcan creativo, Playa Grande, Guatemala". An eskemm-se a zo bet kensavet gant ar strollad "La Obra" hag en deus kenlabouret gant C’hoariva evit dougen ar raktres "Ixcan creativo".
Evit selaou an abadenn kaset da-benn gant Andrea Le Gal ha Merwyn war RadioBreizh.net.

Ar Basion vras - La passion celtique

Un abadenn kaset da benn gant Kristian ar Bras deus RCF Radio an Aodoù diwar benn pezh-c’hoari Ar Vro Bagan «Ar basion Vras» ha skignet d’ar 16/04/2012.