Ahez aka Dahud

Ahez aka Dahud

  • Deiziataer : 2023 > oberioù arzel ; 2024 > krouiñ war al leurenn
  • Arvesterien : azasaet evit ar yaouankiz adalek 8 vloaz, evit an holl
  • Rann : komz, dañs ha sonerezh war-eeun
  • War al leur : 1 c’honter, 1 vuzisianez
  • Lec’hioù : sal-arvest / salioù a-bep-seurt
  • Yezhoù : Stumm divyezhek galleg-brezhoneg (evit an holl) / stumm brezhonek

Kenbroduiñ : Ar Stal Vras, Scène Conventionnée d’intérêt national « art en territoire »

un arvest war ar c’hrouiñ...

Ahez aka Dahud zo un arvest hag a ginnig ur meskaj etre ar gomz, ar c’horf hag ar sonerezh. Daou arzour a vo war al leur-c’hoari : Lukaz Nedeleg (c’hoari, slam, dañs) ha Rafaelle Rinaudo (telenn elektronek, c’hoari). An arvest a vo deus outañ e daou stumm, unan azasaet diouzh ar salioù-arvest, hag ur stumm ispisial evit al lec’hioù all.

diwar-benn Dahud ha Kêr Is
Leurenniñ a raio an arvest enklask ar c’honter war dachenn mojenn Kêr Is. Tamm-ha-tamm ‘vo lakaet an arvesterien da splujañ ‘ba an danevell hag he zalvoudegezh er gevredigezh a-vremañ. Un dudenn a vo roet dezhi ur plas dioutañ-e-unan : Dahud, merc’h ar roue Grallon. Diwar-se e teuio daou dem war-well : hini ar plac’h deus an tu all ha ya da stourm ‘ba hor bed-ni, ha hini ar mor a ya uheloc’h-uhelañ betek lonkañ ur gêr gant ar gwagoù.

Rak skipailh labour :

  • skrivañ, c’hoari ha dañs : Lukaz Nedeleg
  • kompoziñ, seniñ ha c’hoari : Rafaelle Rinaudo
  • leurenniñ : Gloria de Belén Riquelme
  • korollouriezh : Cécile Borne
  • sell diavaez : war ar preder
  • efedoù gouloù : Carolina Garel Carballeira
  • kinklañ : war ar preder
  • Produiñ : Compagnie SAFAR
  • Kenbroduiñ : Scène Conventionnée d’intérêt national « art en territoire »

Un teuliad krouiñ a c’hell bezañ goulennet gant ar re a-vicher a fell dezho gouzout hiroc’h diwar-benn ar raktres-mañ. Kit e darempred gant ar gompagnunezh.

autres pieces

Mont e darempred :