An dakenn dour
- Padelezh : 40 mn.
- Niver a dudennoù : 3
- Paotred : 1
- Merc’hed : 2
- 1 akt
- diviz : 8 divizoù. en akt 1
Tudennoù :
- Gwilho
- Ur pesketaer
- Kato
- E wreg
- Ur glaskerez-vara
Diverrañ :
Gant dour sorset e tihano Gwilho da vout drouk e-keñver e wreg.
Un den drouk eo Gwilho, fall eo e-keñver e vaouez, Kato. Dezhi d’ober pep tra evitañ, da aozañ boued... Komzoù fall o deus int o-daou. N’eus nemet un dra a laka an den da devel : ma vehent klevet o vlejal mod-se gant tud ar barrez.
Dont a ra ur baourez da c’houlenn an aluzon digant Kato. Klevet he deus e oa fall an traoù etre an daou bried hag e ro da Gato dour sorset, da gemer leun he genou e-keit ma vo drouk he gwaz en he c’henver : gant-se e vo gwellaet ar paotr.
Diwezhatoc’h, emañ Gwilho o lâret d’e wreg en deus debret pezh a oa er gegin hep leuskel mann ebet dezhi ; met Kato, leizh he genou a zour sorset ne lâr ger ebet, kaer en deus ar paotr huchal warni. Mont a ra-eñ kuit, ha Kato da drugarekaat ar baourez evit ar burzhud-mañ, ha da reiñ peadra evit ma tebro. Anzav a ra ar baourkaezh ar wirionez : n’eo ket sorset an dour, met dre ma ne responte ger ebet d’he gwaz eo aet hennezh war sioulaat. Setu petra a oa kentel ar glaskerez-vara : ret e vez d’ur vaouez doujañ d’he den. Hag en em vriata a ra an daou bried, savet en-dro ar garantez etreze.Kinkladur :
E ti ur pesketaer emeur, e-kerzh an hañv.
Ur chiminal.
Ur prenestr (klevet a raer ar gelven, ur vran)
Un daol derv, ur bank a beb tu.
Ur groaz, daou gantolor kouevr, ur vag vihan dre lien, ur roeñv, un avenell, ur c’havellad bezhin.Ar voutailhad dour sorset
Gwiskamentoù :
- Gwilho
- Dilhad kozh, ur stammenn dislivet, bragoù uzet.
Dilhad kozh ivez gant ar glaskerez-vara. Ur baner ganti.
Sonerezh ha trouzioù :
Klevet e vez labouset dre ar fenestr.
Titouroù ouzhpenn :
Embannet eo bet ar pezh-c’hoari-mañ en ur rummad pezhioù-c’hoari : "C’hoariva brezhonek : Pemp pezh-c’hoari berr" dindan renerez Xavier de Langlais.
Bet c’hoariet evit ar wezh kentañ e Priel d’an 2 e viz Mae 1942.
E Landreger d’an 30 a viz Eost 1942 (gouelioù Bleun Brug)
E Roazhon d’an 11 a viz Here 1942.
Skignet dre Radio-Breiz d’ar 17 a viz Here 1942.C’hoariet en deus Jarl Priel tudenn Gwilho.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : SAV. no 25. Bloavezh : 1942.
- Ti-Embann : Brest, Skridoù Breizh. Bloavezh : 1944.