An dibab
- Padelezh : 20 mn.
- Niver a dudennoù : 4
- Paotred : 3
- Merc’hed : 1
- 1 akt
- diviz : 3 divizoù. en akt 1
Tudennoù :
- Herri
- Paotr yaouank, 25 bloaz.
- Gwenaël
- Paotr yaouank, 22 vloaz.
- Lomm an Dreo
- Un den pinvidik, 50 vloaz.
- Rozenn
- E verc’h, 18 vloaz.
Diverrañ :
Piv a vo pried Rozenn : Gwenaël pe Herri ? Marteze ne vo ket an hini dibabet gant he zad.
Herri ha Gwenaël o dehe c’hoant o-daou da zimeziñ gant Rozenn. Aet eo an daou da c’houlenn ar verc’h digant he zad, Lomm an Dreo, ha eñ da ginnig d’ar baotred ur genstrivadeg : an hini o do labouret ur park ar buanañ hag ar gwellañ a yay gant Rozenn.
Trec’h eo bet Herri da Wenaël met ar plac’h n’eo ket a-du : krog eo an daou d’ober an tammig gouren a-benn o disparti : trec’h eo Herri adarre, anat eo. Neuze, da Rozenn da choazh... Gwenaël.
Kinkladur :
War un hent, war er maez.
Gwiskamentoù :
Dilhad labour gant ar baotred.
Dilhad tud pinvidig gant Rozenn hag he zad.Titouroù ouzhpenn :
Un tammig gouren d’ober.
Bet skignet gant Radio Kimerc’h d’ar 15 a viz Meurzh 1959.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Brud. no 10. Bloavezh : 1959.