An enklask
- Padelezh : 30 mn.
- Niver a dudennoù : 5
- Paotred : 3
- Merc’hed : 2
- 1 akt
Tudennoù :
- Katell
- 60 vloaz.
- Naig
- He merc’h
- Erwan
- Breizad kar-e-vro
- An archer-enklasker
- Albert
- Eil archer
Diverrañ :
Kuzhet eo Erwan e ti div vaouez, war-lerc’h m’en doa lakaet ur vombezenn da darzhañ a-enep d’ar greizenn nukleel.
Katell hag he merc’h Naig zo o komz en ti. Dazont ar vro zo kaoz, hag ar jeu zo bet daou vloaz zo : manifestadegoù ha stourm a-enep d’ar greizenn nukleel. met digalonekaet eo an div vaouez : n’en deus servijet ar stourm da netra hag ar bobl en deus pleget.
Un trouz spontus a glever. Ur vombezenn eo ?
Skoiñ a ra unan bennak doc’h an nor : Erwan eo.
Hennezh zo bet e penn an abadenn evit lakaat ar vombezenn da darzhañ hag emañ bremañ klasket gant an archerien. E ti an div vaouez e vo kavet goudor : cheñch a ra dilhad hag e vo lâret d’ar jañdarmet eo-eñ Lom Jegou, an devezhour.
Dont a ra an archerien : emaint o klazh Erwan.
Naig a servij gwin dezhe ha krog eo da vout tener e-keñver ar Chef. Benn ar fin eh ont kuit deus an ti, hep bezañ klasket pelloc’h piv e oa an den diskouezet gant Naig evel an devezour.
Chom a ray Erwan da gousket en ti, koutant m’emañ an div vaouez da vout kemeret perzh e-barzh ar stourm... en ur mod disheñvel.Kinkladur :
En un ti emeur, en ur sal vras. Un oaled, ur fenestr (gwall-amzer).
Un taol ha kadorioù.
Peadra da zebriñ koan : kig, bara, pladoù.
Gwerennoù hag ur voutailhad gwin.Gwiskamentoù :
- Katell
- 60 vloaz.
- Naig
- He merc’h
- Erwan
- Dilhad boutin
Dilhad all (re an devezour), mourennoù faosAn archerien beb a « trench-coat », lampoù elektrik, tokoù
Sonerezh ha trouzioù :
Trouz ur vombezenn.
C’hwitell ar jañdarmed.Titouroù ouzhpenn :
Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1982.