Ar Vro Bagan
responsable Ar Vro Bagan
adresse
T.L. An Hellez
29880 – Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Fax : 02 98 04 60 84site internet Ar Vro Bagan
- apropos
Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù «Tan ha Kurun» en hañv.
Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.
-
Staj Commedia dell’Arte
4 a viz Mae 2022Sellout ouzh ar c’hinnig e galleg… Deiziadoù : D’ar sadorn 11 ha d’ar sul 12 a viz Even 2022. Lec’h ar staj : E tachenn An Hellez e Plougerne Eurioù ar staj : D’ar sadorn : 2e-5e D’ar sul : 9e30-12e30 ha 2e-5e (pep hini a c’hello degas e geusteurenn evit drebiñ asambles) Priz : 18€ emezelladur + 30€ evit ar staj Digor eo d’an holl a ra c’hoariva, a-vicher pe a youl… -
Mont a raio kuit
5 a viz Genver 2022Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ. Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ha… -
Pezhioù-c’hoari farsus e brezhoneg
30 a viz Du 2021Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg, penn-da-benn. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Pezhioù kinniget : UN AOTROU RIVINET AR C’HOANT DIMEZIÑ UR PRED MARC’HAD-MAT KOMEDIANED : Nicole Le Vourc’h, Mari Peaudecerf, Maxime L’Hostis, Goulc’han Kervella PRIZ : 13€ / 10€ /… -
Staj c’hoariva evit ar vugale
19 a viz Here 2021Staj C’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz. D’an 29 a viz Here ha d’ar 01/02/03 a viz Du, etre 10e30 ha 12e. Disoc’h ar staj : un arvestig a vo kinniget d’ar Merc’her. Lakaat e anv : Skrivañ pe pellgomz 02.98.04.50.06 -
Staj evit ar yaouankiz
3 a viz C’hwevrer 2020Staj e brezhoneg evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz. Etre an 21 hag ar 24 a viz C’hwevrer e sal Ar Vro Bagan e Plougerne etre 10e30 ha kreisteiz. Priz : 25€ + 17€ emellañ. Evit lakaat e anv : 02 98 04 50 06. -
Pezhioù-c’hoari farsus
31 a viz Genver 2020Strollad ar Vro Bagan a ginnigo tri fezh-c’hoari farsus : An aotrou rivinet, Ar c’hoant dimeziñ, Ur pred marc’had-mat Abadenn aozet gant ar gevredigezh Dudi Culture et Loisirs. Prizioù : 10 € - tikiji da vezañ prenet e sal ar gevredigezh Dudi, 1bis ru ar Maréchal Foch e Ploueskad d’ar sadorn 05 ha 12 a viz Meurzh etre 10 ha kreisteiz ; pe dre bellgomz : 02 98 04 50 06 (eus al Lun d’ar Gwener :… -
Biskoaz kemend-all adarre !
24 a viz Genver 2020Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn : Bouzar pe Vud, Kresket ar Bae, Goro ar saout. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Evit gouzout hiroc’h... BOUZAR PE VUT Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per, e gamalad, a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit ar re vut.… -
Ti ar medisin
18 a viz Kerzu 2019Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, o tigemer tud klañv en e di. Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin. Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o daou diwar-benn… -
War hent Youenn Gwernig
16 a viz Kerzu 2019Er pezh-c’hoari-mañ e vo taolennet buhez Youenn Gwernig. Kaset e vo an arvesterien e studio tele RTB evit un abadenn war eeun gant kanaouennoù war eeun ivez. Publik ar sal a gemero perzh en abadenn. Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner, kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari,… -
Kof ha Kof
29 a viz Here 2019Arvest I Deiz Meurlarjez e 1932, e ostaleri Sav-Heol, dalc’het gant Laouig ha Soaz. Emeur oc’h aozañ ar gouel. Ur pesketaer hag ur martolod-brezel a zo o klask kaout Finn, ar verc’h-henañ, da fortuniañ. Arvest II Miz Gouere 1954. Inouet eo Jaig, mab Finn, er vro. Klañv eo defod mont da Bariz. Touristed e-leizh a zo krog da zont d’an aod. ‘Benn ar fin e chomo Jaig er gêr hag e kresko an ostaleri… -
Ar Bonedoù Ruz
28 a viz Mezheven 2019E 1674 evit kaout arc’hant da c’hellout ober brezel e Bro-Holland, e lakeas Loeiz XIV hag e vinistr Colbert, tailhoù nevez, war ar paper-timb, al listri-staen hag ar butun. E 1675 e savas ar Vretoned a-enep an tailhoù-se : e kêrioù Breizh-Uhel, Roazhon ha Naoned ; hag e Breizh-Izel, e Bro-Vigoudenn hag e Kreiz-Breizh dreist-holl. Sebastian Ar Balp, noter e-kichen Karaez, a oa e penn emsav ar… -
Enez al legumaj
27 a viz Mezheven 2019Penaos e teuas Enez al Legumaj da vezañ Enez Werc’h Un enezenn gaer e oa anezhi. Na re vras na re vihan. Izel war-gorre ar mor, douar mat enni. Klouar e oa an amzer en enezenn. Ral e oa ma veze skorn er goañv, ha sec’hor vras en hañv. Goudoret e oa diouzh an avelioù uhel gant pezhiadoù reier ha melladoù klegeroù. Se zo kaoz ma kreske mat-kenañ an trevadoù enni, trempet gant teil ar chatal ha bezhin an… -
Al labous hag ar pesketour
20 a viz Mezheven 2019War un enezenn vihan, ez eus ur pesketaer o chom. Doujañ ha diwall an natur a ra. Un drovezh e pak ul labous bet kouezhet e-touez mazout an Erika. Digemer anezhañ hag e louzaouiñ a ra. Tamm ha tamm e pare a drugarez d’ar pesketaer. Hemañ a zesk dezhañ espern madoù an douar ha difenn ar mor diouzh al loustoni, ar saotradur. Pa dremen e dud dreist an enezenn, d’an distro diouzh o goañvezh, eo pare da… -
Meneham, pebezh istor, memestra !
14 a viz Mezheven 2019E Meneham azalek 3eur. 6 pezh-c’hoari berr e 6 lec’h disheñvel. Deuit da heul ar c’hoarierien ! Evit dizoloiñ al lec’h hag e istor. -
Ar basion vras
14 a viz Ebrel 2019E 1991 eo bet savet Ar Basion Vras gant strollad Ar Vro Bagan, c’hoariva ha sonerezh kemmesket enni. Gant misterioù ar grenn-Amzer, c’hoariva poblek Breizh hag ar c’halvarioù eo bet levezonet ar pezh-c’hoari-se, c’hoariva ha sonerezh kemmesket ennañ ! Eno e kaver roud eus poanioù kriz ha marv Jezuz Krist. Gant Strollad Ar Vro Bagan ha Laz-kanañ Penn-ar-Bed. Skrivañ ha leurenniñ : Goulc’han Kervella…