Ar baleer bro
- Padelezh : 60 mn.
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 3
- Merc’hed : 3
- Bugale : 1
- 1 akt
- diviz : 13 divizoù. en akt 1
Tudennoù :
- God ar Briz
- Ur vaouez, 55 bloaz
- Soazig
- He merc’h, 6 vloaz.
- Fant Tasel
- He matezh
- Job ar Briz
- He mab henañ, 28 vloaz
- An Aotrou Skouarneg
- Medisin
- Marivonig Dagorn
- Danvez gwreg Alan.
- Ar baleer-Bro
- An Ankou
Diverrañ :
An Ankoù, daet da glask un ene en un ti war ar maez.
God he doa kollet ur verc’h hag ur mab dija. Soazig, he merc’h vihan a chom ganti, aet he zud d’an anaon, ha chom a ra daou vab gant God : unan anezhe, Alan, zo klañv-fall en e wele (hennezh ne vo ket gwelet war al leurenn). Job, an eil, zo yac’h, ha tamall a ra d’e vamm kaout muioc’h a garantez evit he mab all eget evitañ. Marivonig a gar Alan, ha daoust dezhe n’int ket dimezet e lâr hennezh e bevo evel ma vehe e intañvez pa vo aet ar paourkaezh d’an anaon.
Un den, ar baleer bro a vez graet anezhañ, a za en ti, chom da ziskuizhañ dirak e korn an oaled a faot dezhañ. God a lâr dezhañ emañ klañv he mab. gouzout a rae. Job a glask kas kuit ar paotr-se met ne heller ket kas an Ankou kuit : bremañ m’eo bet merket an ti dezhañ, e faot dezhañ mont er maez gant unan bennak, n’eus forzh piv...
Ar baour-kaezh Soazig o kousket ? Job a damall d’e vamm chom hep distagañ ger ebet, gant ar spi enni e vo pareet Alan, n’eus forzh piv all a yay gant an Ankou ; neuse e ya kuit Job ha Soazig en e zivrec’h.
God a bed an Ankou : n’eus nemeti evit sevel ar Soazig vihan. Marivonig an hini eo a vo prest da vont gant an ankoù gant ma vo pareet he muiañ-karet. Setu hi neuse da vont gant ar baleer-bro. Ha chom a ra God, mezh enni o santiñ he levenez dre m’eo bet pareet he mab muiañ karet.Kinkladur :
Sall vras ur mereuri e Bro Dreger. E-kerzh miz Here.
Ur chiminal. Ur prenestr bihan.
Un diri. Dor kambr an hini klañv. Ur gwele kloz.
Un daol vras, ur bank a bep tu.Ur gontel, bara.
Skeudenn Alan da 19 vloaz.Gwiskamentoù :
- Soazig
- Ur poupinell ganti
- An Aotrou Skouarneg
- Tog, manegoù, mantell.
- Ar baleer-Bro
- Ur vantell kozh-kozh gantañ.
Dilhad pemdeziek gant ar re all
Sonerezh ha trouzioù :
Ur c’hloc’hi o seniñ an eur.
Klemadenn Alan, o tont deus e gambr.
Skeudenn an Ankou gant e falc’h : da vout graet gant ur luc’hvanner pe d’an Ankou da guzhat a falc’h dindan e vantell.Ti-Embann :
- Ti-Embann : SAV. no 26. Bloavezh : 1943.