Ar barner er prizon
- Padelezh : 20 mn.
- Niver a dudennoù : 3
- Paotred : 3
- 1 akt
Tudennoù :
- Auguste
- Gward
- Bababa
- Barner
- Rokoko
- Torfetour
Diverrañ :
Tapet e vo ar barner gant ar prizoniad e oa daet da welet.
Daet eo ur barner da gomz d’un torfetour er prizon. Ar gward August zo o lakaat div gador hag e ya da gerc’had ar prizoniad.
Rokoko en doa lazhet e wreg. Krog eo ar barner da c’houlenn traoù gantañ hag en em rentañ kont a reont e anavez an eil egile abaoe o yaounakiz : eñvorennoù a zo gante a-benn neuse, hag an troioù-kaer o deus graet gwezhall.
Aet eo an daou da c’hoari « saute-mouton » hag evit-se e c’houlenn Rokoko gant ar barner tennañ e chadenn. Evel-just e ya kuit an torfed !Kinkladur :
Sal vihan ur prizon : n’eus nemet un daol vihan ha div gador.
Gwiskamentoù :
- Auguste
- Dilhad gward, ur bistolenn
- Bababa
- Dilhad barner, un tog gantañ
- Rokoko
- Dilhad prizoniad, staget e zaouarn gant ur chadenn
Titouroù ouzhpenn :
Skrivet d’ar 26 a viz Eost 1979.
Brud nevez 1979. Stagadenn d’an niverenn 26.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Brud nevez. Bloavezh : 1979.