Ar buannan ar gwellan
- Padelezh : 30 mn.
- Niver a dudennoù : 6
- Paotred : 3
- Merc’hed : 3
- 1 akt
Tudennoù :
- Suzette
- War-dro 20 vloaz
- Mona
- He c’hoar, war-dro 20 vloaz ivez
- Gustav
- O zad
- Jozé
- O mamm
- Emile
- Artizan, 25 bloaz
- Philippe
- Kamarad Suzette, 25 vloaz
Diverrañ :
Ur c’hoari-leurenn lec’h ma vez droukvesket an daou baotr hag an div c’hoar.
Suzette he deus c’hoant da zimeziñ gant Philippe met hennezh ne gred ket dont da welet he zud. Emañ an div c’hoar o c’hortoz un artizan da gempenn ar mekanik-gwriat a zo torret, rak Suzette a yay d’ar bal benn-arc’hoazh ha ret eo d’he c’hoar achu he sae nevez.
Mona a lâr d’he c’hoar he doa klevet o zad o lâret e vo dimezet Suzette an abretañ ar gwellañ. Mont a reont kuit an div blac’h, pres warne o soñjal e vo dimezet Suzette gant ur paotr padal ne gar nement Philippe.
Gustav, o zad, a zispleg d’e vaouez en doa gouezet (gant tud ar vro) he doa Suzette ur mignon, met ne blij ket d’an tad gwelet ne ya ket an traoù war-raok : neuse en deus kaset ul lizher da Philippe, d’e bediñ da zont amañ a-benn lâret dezhañ dimeziñ hep gortoz d’e verc’h.
Dont a ra Emile. Hennezh zo daet evit ar mekanik-gwriat met an tad a gred eo-eñ Philippe hag dezhañ da ziskleriañ an traoù... hag eh ont kuit an daou zen.
Mona zo daet en-dro ha dont a ra Philippe en ti da gomz ganti : pedet eo bet amañ gant an tad met Mona a gred eo-eñ an artizan hag eh ont kuit d’ar solier da welet ar mekanik.
Den ebet ne gompreno pezh zo o tegouezh e-pad ur prantad, ha benn ar fin en em glevo an dud hag e vo soñjet d’an eured…Kinkladur :
En un ti. N’eus ket titouroù resis roet gant ar skrivagnerez.
Gwiskamentoù :
Dilhad pemdeziek gant an holl.
Dilhad an artizan gant Emile.Titouroù ouzhpenn :
Skrivet d’ar 5 a viz Here 1968.
Brud nevez 1979. Stagadenn d’an niverenn 26.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Brud nevez. Bloavezh : 1979.