Ar c’habiten mezv
- Padelezh : 45 mn.
- Niver a dudennoù : 4
- Paotred : 4
- 4 akt.
- diviz :
- 4 divizoù. en akt 1
- 4 divizoù. en akt 2
- 2 ziviz en akt 3
- 4 ziviz en akt 4
Tudennoù :
- Evenou
- Ar c’habiten, 40 vloaz.
- Herve
- Ofisour, 30 vloaz.
- Riou
- Eil kabiten, 16 vloaz.
- Malou
- Martolod, 22 vloaz.
Diverrañ :
Stad fall kabiten ul lestr-koñvers o c’hortoz lizhiri e wreg laeret gant e eil kabiten.
Arvest 1.
War ul lestr-koñvers. Sonjuz eo ar c’habiten o soñjal en e wreg a-hed an deiz. Jeu a sav etrezañ hag an eil kabiten : Riou a yay kuit pa vint erru e Dunkerk hag Herve a gemero e blas.Arvest 2.
Emañ al lestr er porzh. Fellout a ra d’ar c’habiten mont kuit an abretañ ar gwellañ. Skrivañ a ra ul lizher d’e wreg : nec’het bras eo dre ma ne resev netra a-berzh dezhi. Krog eo da evañ.Arvest 3.
Mezv eo ar c’habiten, hag emañ ar vag o vont da skoiñ war an traezh.Arvest 4.
Emañ ar ramoker o sikour al lestr. Ur pakad a vez roet d’ar c’habiten : lizhiri a-berzh d’e wreg : laeret e oant bet gant Riou.Kinkladur :
War ur vag emeur, e kambr ar c’habiten : ur burev, ur gartenn, peadra d’evañ kafe.
Dre an nor e weler pont ar vag.Skeudenn ur plac’h yaouank.
C’hwitellerez, uhelgomzer.Gwiskamentoù :
Dilhad ofiser ha martolod al listri-koñvers
Sonerezh ha trouzioù :
War ar mor emeur : gellet a raer ijiniñ a beb seurt trouzioù.
Trouz ar c’heflusker.
An akordeoñs o seniñ.Titouroù ouzhpenn :
War vor emeur
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al liamm. no 14. Bloavezh : 1949.