Ar veaj organizet
- Padelezh : 20 mn.
- Niver a dudennoù : 2
- Paotred : 1
- Merc’hed : 1
- 1 akt
Tudennoù :
- Adrian
- Etre 60 ha 65. labourer douar war e leve.
- Soaz
- E wreg.
Diverrañ :
Ur c’houplad oc’h aozañ e veaj. Leun e vo ar malizennoù gante.
Soaz zo oc’h kargañ ar valizenn evit mont d’ar veaj dek devezh, e Bilbao. Sañset n’eo ket ret kas boued met aon he deus Saoz rak debriñ kalz-na-vern petra : karget eo ar valizenn leun a voued.
Dilhad he deus prenet d’he gwaz, « diouzh ar c’hiz » met ne fell ket d’Adrian o kemer.
Penn ar fin e pleg ar paotr war bep tra... hag eh omp kuit, karget m’emañ ar paotr gant ar sac’h hag an div valizenn...Kinkladur :
Ur sal-debriñ pe ur gambr, en ur barrez e Breiz. Arrebeuri zo, met n’eus netra kalz resis.
Ur sac’h bras ha div valizenn ; hag a beb seurt traoù e-barzh : boued, kafe…Gwiskamentoù :
Gwisket eo an daou gant dilhad boutin.
Dilhad all : ur short, roched liesliv… « diouzh ar c’hiz »Titouroù ouzhpenn :
Eilvet rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari II".
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.