Ar yontr a zo maro
- Padelezh : 30 mn.
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 4
- Merc’hed : 3
- 1 akt
Tudennoù :
- Yann
- Marijan
- Mon
- Erwan
- Naig
- Fañch
- Kerent an hini kozh o-c’hwec’h
- (An hini kozh)
- En e wele
Diverrañ :
Bremañ m’emañ marv an hini kozh emañ e gerent o klask an arc’hant en ti. Pelec’h eo bet kuzhet ? Penaos rannañ ?
Pemp den zo war-dro gwele an eontr, war-nes da vervel. Pinvidik e oa an hini kozh : pelec’h eo bet kuzhet e arc’hant gantañ ? Emaint o c’hortoz un paotr all deus ar familh, Fañch, hag a zo daet pinvidik hiniv.
Kavet eo an teñzor gant unan : ur bochad arc’hant da zispartiñ etre 5... pe 6 gant Fañch ? Ne fell ket dezhe rannañ gantañ, ken pinvidik m’emañ dija.
Fañch a arru, o komz galleg.
Kaoz a zo deus an interamant, ha kuzhet eo da Fañch eo bet kavet an teñzor, ar pemp all a ranno an arc’hant etreze hepken.Kinkladur :
E kambr an eontr emeur. Ur gwele. Un daol ha kadorioù. Ur chiminal.
Malizennoù gant Fañch.Gwiskamentoù :
N’eus ket titouroù resis met e heller ijiniñ an dud gant dilhad pemdeziek ar bleadoù 60/70. Ha Fañch gwisket dilhad kêr gantañ.
Titouroù ouzhpenn :
N’eus nemet ur frazenn da vout distaget gant an hini kozh e fin ar pezh.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Brud. no 17. Bloavezh : 1964.