Beaj Polig

Un abadenn divyezhek evit ar vugale eo Beaj Polig. Meskañ a ra ur gontadenn ha sonerezh e brezhoneg, gant un tamm galleg ivez. Lentik eo Polig, un paotrig a gav hir e vuhez bemdeziek. Bevañ a ra gant e zad kozh en un ti bihan e-kreiz ar menezioù. N’eo ket james deuet er-maez hag e gêriadenn. E zad-kozh a lâr dezhañ bepred eo leun ar bed gant traoù kevrinus ha dañjerus. Hag un deiz bennak, kejañ a ra Polig gant ur vignon kozh dezhañ. Yann e anv. Kinnig a ra dezhañ kemer perzh d’ur gouel e tu arall ar menez. D’ar poent-se e krogo beaj marvailhus Polig.Hag-eñ e teuio a-benn da vont kuit hag e gêriadenn? Hag-eñ e vo d’an eur er gouel ?

Arzourezed : Garlonn Vergne ha Ninnog Kerbiquet