Bresk : Selaou ’ta !

Pedet eo bet C’hoariva da gemer perzh e raktres Bresk gant ar gevredigezh Rhizomes staliet e Douarnenez. Kinniget e vo "Selaou ’ta" diwar an dastumad testennoù eus ar raktres "Ma yezh a garan rak…".

Selaou ’ta !
En nevez-amzer 2021 e oa bet lañset ur galv da skrivañ testennoù, digor d’an holl, war an tem "Ma yezh a garan rak…". Ar pal a oa dastum danvez a-benn sevel ur staj war dem ar c’heur, mouezh ar bobl en henc’hoariva. Ur stropadig tud a ginnigo d’ar publik selaou ar garantez evit ur yezh, ar brezhoneg. Ha sur a-walc’h e vo un nebeut souezhadennoù evit hilligañ pleg ho skouarn…