C’hoariva er skol

Ur raktres c’hoariva er skol pe c’hoant da sevel unan ?
Deuit e darempred gant ar gevredigezh C’hoariva hag e vo displeget pep tra war ar yalc’had. Rannvro Breizh en deus fiziet merañ ar stignad en hor c’hevredigezh.

Ur raktres c’hoariva gant skolajidi ?
Gallout a rit lakaat anv ar c’hlasad pe ar strollad adal bremañ ha kemer perzh en Devezh c’hoariva ar skolajidi ha c’hoari hoc’h arvest dirak skolidi all.
Devezh ar skolajidi da zont a vo dalc’het d’ar 04/06/2024 war leurenn Ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez (29).