Devez c’hoariva ar Skoaljidi : 10 vloaz !

12 strollad skolajidi a c’hoario pezhigoù 10-15mn war leurenn ar Roudour, e-kichenn Montroulez. Eizh skolaj eus Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed a gemero perzh en darvoud ar bloaz-mañ.

Ur bodadig barn a vo evit priziañ labour danvez komedianed. Ne vo roet priz ebet dezho, kuzulioù, kalonekadurioù ha gourc’hemennoù ne laront ket.

An neb en deus c’hoant dizoloiñ o labour c’hoariva a c’hello dont. Digoust e vo ar mont en dro.
Eurioù : 10e-12e20 hag 1e20-3e30