Distro

Marv un tad a laka e vab da zistreiñ a Londrez da Zulenn evit an iteramant. Goude an obidoù, e ranndi ar familh, en ur c’harter a brolataerien evel ma c’heller kavout e Breizh hag e lec’h all, e loc’h ur gaozadenn dic’hortoz etre ar mab nevez distro ha spered an tad nevez aet. Ar gaozeadenn ziwezhañ a fellfe da veur a hini kaout a c’hellfe bezañ, panefe ne c’hell ket ar mab klevet e dad.
Gant peadra, hep peadra, gant kenavo, hep kenavo, forzh piv a bleg rak an Ankoù ’zo war e lerc’h eñvorennoù... Ar marv n’eo nemet diazez an oberenn avat hag an abeg da vont war-zu temoù a-bep seurt : an darempredoù etre un tad hag ur mab, al lec’h ganedigezh, al lec’h chom, emdroadur sell rummadoù tud ouzh ar vuhez, ar gevredigezh, an divroañ sokial, ar gwriziennoù ha betek pelec’h e c’hell an den en em zizober diouto evit dont da vezañ un den.
Krouet e 2008 eo Mat ar Jeu ur strollad c’hoariva a vicher. Goude Alanig al Louarn awenet gant Roman de Renard en deus divizet ar strollad labourat war oberenn ar skrivagner iwerzhonad Gerry McDonnell «Making it home». Krouet e oa bet ar pezh-c’hoari e Crypt Theatre e Kastell Dublin e 2001. Troet eo bet e brezhoneg gant Kristian Ar Braz.

agenda archive piece

contacter troupe