EMVOD MEUR C’HOARIVA

Setu ur mare pouezus ! Un taol-lagad war ar c’hilseller hag un all war an dazont.
Emvod-Meur C’hoariva a zo digor d’an holl re zedennet gant ar c’hoariva e brezhoneg.

Klasel a-walc’h e vo an emvod :

  • Danevell vuhezel
  • Danevell obererezhioù
  • Danevell arc’hant
  • Raktresoù 2024 ha pelloc’h c’hoazh

M’ho peus c’hoant heuliañ an emvod daou zoare a vo :

  • Dre vizio
  • Pe e sez ar gevredigezh e Douarnenez

Kasit ur gerig deomp hag e vo kaset deoc’h an holl ditouroù, pe evit en em lugañ pe evit mont da gavout ac’hanomp e sez ar gevredigezh.

Ha neuze ? Gwelet e voc’h ?