Fiziañs : ur strollad c’hoariva nevez

Keodedourelezh, liammoù etre an dud, liesyezhegezh, korfeztaol… setu un nebeut temoù hag a ro lusk da strollad Fiziañs.

Ur pezh-c’hoari war dem al liesyezhegezh zo war ar stern ganto. Gallout a rafemp o gwelout e kreiz ar bloaz da zont war leunrennoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh marteze.

Evit gouzout pelloc’h war ar strollad sed amañ dindan o c’hinnig :

"Fiziañs" zo ur gevredigezh c’hoariva nevez krouet ha diazezet al lodenn vrasañ deus e/hec’h izili e Douarnenez.
Ar c’hoant a oa krouiñ ur strollad da labourat, en em c’houlenn, amprouiñ war dachenn an temoù sokial, dre venveg ar c’hoariva :

  • Petra eo al liammoù pe an diouer a liammoù etre an hinienn hag ar vuhez a-stroll ?
  • Penaos e c’hell an den kemer perzh er gevredigezh ?
  • Peseurt plas a zo da bep hini, gant e/he mennozhioù, e/he emzalc’hoù, e/he seblantoù disheñvel diouzh an dud all ?
  • Peseurt ostilhoù zo ganeomp evit kaout fiziañs en hor c’hallout keodedel ?
  • Daoust hag eñ emaomp gouest da grouiñ ar gevredigezh a fell deomp ? Fellout a ra deomp sellet ouzh hor diabarzhoù don evit mont daved an diavez, kea : Piv omp, pelec’h, evit petra ?

Setu mard omp dedennet gant temoù ar yezhoù, an diorren personel, ar c’heodederezh, an deskadurezh, implij ar c’horfoù hag ivez... ar blijadur hag ar fent !
Ar brezhoneg, evel yezh ar vro, evel yezh izili zo deus ar strollad, a vo implijet, dañveziet, pleget, displeget. Perzh e vo deus an avañtur sokial-mañ.

Mareoù-mañ emañ ar strollad o sevel ec’h abadenn gentañ war dem al liesyezhidigezh, hag ar bloaz o tont e vo krouet unan all a-ziwar an eko-gwregelouriezh. Stourmoù an dud vunud evit cheñch ar gevredigezh.

Ya, ar c’hoariva, a gred deomp, zo un ostilh a cheñchamant, a darempred. Setu ma raimp c’hoariva, sur, ha fellout a ra deomp kavout an tu da enbarzhiañ tud ha n’int ket boaz d’ober gant ar benveg sokial-se.

Evit ar grouidigezh gentañ e fell deomp atersiñ tud a gomz yezhoù lieseurt hag implijout tammoù enrolladennoù e-barzh ar pezh-c’hoari. Youlañ a reomp ivez enbarzhiañ amatourien en hor raktres da zont : o kinnig dezho en em soñjal a-stroll, ober pleustradegoù korfel a-stroll war tem an ekologiezh, lakaat anezho da ginnig o boued spered deomp, pe/hag o lakaat anezho da vont war al leurenn ganeomp.

Kinnig a raimp ivez atalieroù furlukin, bannadennoù filmoù (war an ekologiezh, ar c’hehentiñ madelezus hag all…), baleadennoù, prezegennoù war an temoù tost ouzh hor c’halonoù.