Gouel Sant Jakez
- Padelezh : 40 mn.
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 6
- Merc’hed : 1
- 1 akt
Tudennoù :
- Ar roue
- Un dremm treut ha morlivet. War ar seblant eo koshoc’h evit 40 vloaz.
- Charlez
- Mab ar Roue, liv ar c’hleñved warnañ.
- Gomez
- Rener ar Roue. 60 vloaz, nerzh ha yec’hed gantañ
- Elesbed
- Plac’hig yaouank-flamm ha brav
- An envnig
- Ur furlukin
- Tad Mendoza
- 75 vloaz, blev ha barv gwenn-kann
- An tasmant
- An Impalaer Charlez Vvet.
- Soudarded
- Div dimezell
Diverrañ :
1568, e Bro Spagn. Lazhet e vo mab ar Roue savet a-enep d’e dad.
Emañ ar roue o komz gant Gomez, ur c’huzulier dezhañ. An envig zo amañ ivez, o kanañ a-wechoù. Koaz zo a Charlez, mab ar Roue : barnet e vo ar paotr, un torfedour eo rak c’hoant en deus da sevel a-enep d’e dad.
Elsbed, Gwreg ar Ruz zo daet tre, melkoni enni. Petra zo damallet da Charlez ? Elesbed a glask gouzout ha lakaat ar Roue da zieubiñ ar mab deus an toull-bac’h. Met n’eo ket troet ar Roue da chelaou. A-raok bezañ dimezet gant ar roue e felle dezhi dimeziñ gant Charlez, ar vab ; karantez zo etreze.
Elesbed a ya kuit, Gomez zo o tont tre. Gwelet e vab a felle d’ar Roue. Charlez a za tre ; komz a reont, hag ar wirionez a vo lâret gant ar mab : karout Elesbed zo pezh en deus sachet kounnar ar Roue war benn e vab. Galvet eo soudarded da gas ar paotr d’an toull-bac’h en-dro. Lazhañ e vab a c’hourc’hemenn ar Roue da C’homez, daoust d’ar c’huzulier bezañ a-enep d’an dra-se, met ret eo dezhañ doujañ.
Ar Roue a chom e-unan. Dre ar prenestr e sav an tasmant. Tasmant e dad, an Impalaer Charlez pempvet. Un diviz a vo etreze diwar benn pezh vo graet gant Charlez yaouank, darempredoù zo bet etre ar Roue hag e vab...
Mont a ra kuit an tasmant. Chom a ra ar Roue gant an Tad Mendoza. War-nes savetiñ e vab emañ ar Roue, pezh ne ray ket e fin ar gont, hag e chomont o daou e-pad m’emañ Charlez yaouank o vont da vout lazhet.Kinkladur :
Ur gambr e ti meur Roue Bro-Spagn :
Un nor d’un tu, daou vorailh tev-tev dezhi.
Ur prenestr d’an tu all.
Div bazenn da vont d’ul leurennig, ur pikol kroaz derv warni.
Ur gwele, un daol gistin, unan all evit labourat, div c’houlaouenn-goar ha paperioù warni.
Taolenn na melezour ebet.
An noz a vez anezhi.Gwiskamentoù :
- Ar roue
- Dilhad mezher du. Frezenn-gouzoug start ha kalet
- Charlez
- Ur sae-gambr voulouz du, solennoù ler ruz
- Gomez
- Dilhad voulouz mouk, frezenn-gouzoug, chadenn aour, heuzoù ler. Ur c’hleze hag ur goustilh
- Elesbed
- Ur sae wenn
- An envnig
- Ur justenn enk, gant karrezennoù, un tog tri-korn hir
- Tad Mendoza
- Dilhad un den a iliz
- Soudarded
- Bep a gleze gante
Sonerezh ha trouzioù :
An Tasmant : enrollet e vo e vouezh hag hini ar Roue war ur bladenn.
Mouezhioù o kanañ ar gousperoùTi-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 83. Bloavezh : 1960.