Ha petra zo a-dreñv ar rideoz ?

  • Strollad Ar Vro Bagan a zo o torloiñ ec’h arvest tan ha kurun Ar Roue Arzhur evit an hañvezh. Hag evit an dazont eo anv ivez eus ur grouidigezh nevez gant un istor e mare ar ragamzer.
  • Memes mod evit strollad La Obra hag zo o prientiñ e arvest straed fin an hañv.
  • Teatr Piba a zo o labourat war arvest an Hentoù-Gwenn hag a vo kinniget e Miz Du e Ti ar C’hoariva Brest hag er memes koulz war ar raktres europat Phōnē.
  • Teatr Madarjeu a oa e annezlec’h nevez La Obra e Pontekroaz evit krouidigezh ar Sklanked, un abadenn evit ar vugale (hag blijo d’ar re vras ivez !).
  • Komedianed Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro a oa e ti annez e Montpellier e fin miz Ebrel.
  • Kompagnunez Safar hag Aziliz Bourgès ul lennadenn e brezhoneg/galleg eus Merc’h an Eog (ur pezh-c’hoari krouet e 2016 gant Teatr Piba) evit ar gouel Babel e Douarnenez. Emañ ivez ar strollad o labourat war un arvest nevez tro Mojenn Kêr Ys (fin 2024).
  • Strollad Tro-Didro a zo bodet ingal evit prientiñ e arvest da zont "Trezgerem" ec’h anv. Kinniget e vo evit loc’hañ ar Redadeg eus Bro ar C’hap e 2024.