Hentoù gwenn - Nos voies lactée

Avantur ur grouidigezh war hentoù al laez…

Hentoù gwenn a gaso ac’hanomp war an hent gwall gevrinus ha nebeut anavezet, hini al laezh, evit diskoachañ kevrinoù a chom kuzhet en dourenn-mañ, un danvez bemdeziek evit kalz ac’hanomp, ha leun a souezhadennoù koulskoude. Hag «aour gwenn hor bed» a vefe al laezh neuze » ?

Hentoù gwenn un avantur liesvouezhiek a denn tro-ha-tro diouzh un enklask, un enhentadur hag ur gantreadeg. Mont a raimp war an hent eus Brest da Istanbul, eus pardon ar saout er Menez Du da dostalennoù Menez Taurus, eus garidennoù Mirdi an Denelezh da gavell al labour-douar en Anatolia. Ur gantreadenn vras hed-ha-hed an «hentoù gwenn», eus an istorioù hiniennel d’an hollvedel, ur veaj a gaso ac’hanoc’h a-dreuz keginerezh ha barzhoniezh, prederouriezh ha skiantoù, dre an amzer hag an ec’honder, betek ar prantad a vez graet dispac’h nevez-oadvezh ar vein outañ, ar mare-se eus istor an denelezh m’eo bet skoulmet ur gevrat nevez gant ar boudoù bev.

«N’em boa ket soñjet e-se morse. Un dra bennak zo em c’horf a aotre ac’hanon da vezañ maget gant laezh vamm ul loen n’eus netra da welet ganin pe gant ma spesad. Ha leun a broteinoù. Evit dont da vezañ evel ul leue advabet. Pegen iskis eo ? Ur gevrat graet gant ar saout ? Abaoe pegeit e tenomp anezho ? Ha perak n’en em gav ket an holl war an hevelep pazenn dirak al laezh ?
Pep goulenn a son don em c’hreizon. Teñval eo ar c’hevrin, peseurt ster zo dezhañ sanket em spered ? Un ehan a rankan ober. Kemer a ran ur werenn, mont a ran betek ar yenerez, leuniañ a ran gant laezh. N’em boa ket sellet ouzh ur werennad laezh evel-se biken. Evañ a ran. Saourus eo al liñvel lart ha gwenn, evel ma vije gwin. Evel ma c’hellje e vlaz reiñ respontoù din. Kontrol d’ar gwin ne vez ket mezv ar spered gant al laezh. Neuze e lonkan. Koulskoude e ouzon e tegas ar jestr-se ouzhpenn sec’hed, naon pe lipouzerezh. Disgwel a ra al liamm kreñv ha kuzh gant al loened, donezon an natur, ur seurt burzhud. Hir em eus gortozet a-raok klevet an istor a c’houlennan kaout un dazlenn anezhañ.»

David Wahl (Eost 2022)

Skipailh krouiñ

  • Ren Arzel : Thomas CLOAREC
  • Skrivañ ha dramaouriezh : David WAHL
  • Skoazell war al leurenniñ, dramaouriezh : Mai LINCOLN
  • C’hoari : Mona CAROFF, Sébastien DURAND, Thumette LEON, Benoit PLOUZEN-MORVAN
  • Skoazell war al leurenniñ – jubennourez LSF : Maelc’hen LAVIEC
  • Jubennourez e yezh ar sinoù gall (LSF) : Mathilde Le NEZET
  • Krouiñ & merañ ar son : Gwenole PEAUDECERF
  • Leurenn-aozañ : Nadège RENARD
  • Sevel ar c’hinkladur : Emmanuel BOURGEAU, Ligne 21
  • Gouleier : Stéphane LEBEL
  • Treiñ hag azasaat e brezhoneg : Gwenola COIC
  • Treiñ hag azasaat e yezh ar sinoù gall (LSF) : Langue turquoise
  • Hanterouriezh e yezh ar sinoù gall (LSF) : Laetitia MORVAN
  • Kehentiñ : Aurélie DENIEL
  • Penn-produer : Tony FORICHEUR
  • Produiñ ha skignañ : Marie GUETIERE
  • Produet gant : TEATR PIBA

Menegoù

Ken-produiñ :

  • Le Quartz – Leurenn Broadel Brest
  • Théâtre-cinéma de Choisy-le-Roy – Leurenn ken gouestlet a interest broadel Arz ha krouiñ evit al liesseurted yezhel
  • Ti ar C’hoariva – Brest
  • Le Strapontin – Leurenn tiriad Breizh Arzoù an danevelliñ
  • EPCC – Hentoù ar Glad e Penn-ar-Bed – Domani Trevarez
  • Atalier Sevenadurel – Landerne – Leurenn Tiriad Arzoù ar Sirk

Souten :

  • DRAC Breizh – Skoazell digreizennet war ar grouiñ
  • Rannvro Breizh
  • Departamant Penn-ar-Bed
  • Ti-Kêr Brest
  • AGEFIPH

Mont e darempred :