Kakaw

Ur pezh kinniget gant daou gomedian. Awenet int bet gant tem ar mitologiezh Maya, ar produadur greantel er bed ha gant atalieroù c’hoariva gant amatourien.

AN ABADENN
Evit ar familhoù eo ar pezh-c’hoari-mañ. An abadenn-mañ a gas ac’hanomp da Amerika Latina evit gweladenniñ istor ar chokolad mod-all : penaos e veze fardet ar c’hakao mod-kozh ha penaos e vez fardet hiziv an deiz ? E peseurt mod e vez aozet ar c’hakao, eus parkoù Amerika Latina d’hon taolioù leizh a chokolad warno ?

Kakaw zo kalz a livioù dezhi, livioù an hengoun hag al lidoù Maya. E-pad pemp munutenn ha daou ugent e vez pedet an arvesterien da vont gant ur veaj farsus ha barzhek war un dro.

MENNOZH ORIN : Céline Soun
DRAMAEREZH : Tifenn Linéatte
LEURENNIÑ : Gloria de Belén Riquelme
C’HOARI : Martina Díaz Pérez, Quentin Morvan
KINKLAÑ HA GWISKAMENTOÙ : Josué Rajpop
SONEREZH : Perynn Bleunven
GOULEIER : Lola Douillard

Titouroù ouzhpenn :

  • Yezhoù implijet : Brezhoneg/Tzotsil (Maya), galleg/Tzotsil (Maya), Spagnoleg/Tzotsil (Maya).
  • Padelezh: 45 min
  • Bugale (adalek 6 bloaz) hag evit an holl

Filmig kinnig an arvest

agenda archive piece

contacter troupe