Keleier eus rouedad C’hoariva

Un nebeut a geloù a-berzh ar strolladoù c’hoariva amatour met gouzout a reomp :
Emañ strollad Kallag o prientiñ ur pezh-c’hoari nevez evit ar yaouankiz. Er memes tro e kendalc’hont da c’hoari Kontadenn Luduennig.
Strollad Tro-Didro en deus ur raktres nevez ivez. Ur pezh-c’hoari tro dro d’ar mor hag a vodo un niver a gomedianed bihanoc’h eget Galnys, pezh diwezhañ ar strollad renet gant Yann-Fulub Dupuy.

Meur a zeiziad a zo betek fin ar bloaz ha pelloc’h c’hoazh gant Teatr Piba. C’hoariet e vo : Donvor, Spluj, Skeulioù er c’houmoul. Ur raktres tiriadel a zo ganto war Enez Eusa hag enrollet e vo un abadenn faltazi radio e studio an Eskal. Evit an dro o deus goulennet da wGwenola Coïc treiñ ar pezh "Pa teuio ar wagenn" gant Alice Zeniter.

E-pad an hañv en deus kemeret perzh strollad Mat ar Jeu en arvest sizhuniek "Taol da Leue" e Plougerne. War al leurenn e vimp en dro e miz Du e c’hoariva Montroulez gant ar pezh Kanterbury the Tales. Ar gompagnunez a zo e rezidañs e fin ar miz-mañ evit ur raktres lennadenoù-c’hoariva evit ar yaouankiz azasaet penn-da-benn d’an diarbennoù yec’hedel hag a vefe tu da c’hoari e lec’hioù disheñvel (skolioù, pratelloù, salioù bihan pe vras…).

Strollad Ar Vro Bagan en deus troet kalzig e-pad an hañvezh met gouzañvet o deus gant nullañ abadennoù zo. Emañ ar strollad o labourat war ur pezh-c’hoari nevez. Adkregiñ a ra gant e stal c’hoariva evit an dud deuet hag an emelloù er skolioù en ur c’hendalc’h da dreiñ gant e bezhioù-c’hoari. Ur staj war ar "maskl difrom" a vo raktreset e miz Du.

Strollad La Obra a zo leun a raktresoù gantañ. Un arvest e straedoù Pontekroaz a vo (19-20/09). Emaint o labourat war ur pezh-c’hoari nevez ha deiziadoù a vo programmet evit arvestoù Kakaw hag An Albatroz. Ar raktresoù chomet a-sav abalamour d’ar c’henfinañ a vo o adkregiñ gant an distro skol.

Emañ C’hoariva o labourat war e raktresoù diorren ar c’hoariva : stalieroù evit tud a bep seurt oad ha stajoù stummañ. Labour a vo war ar portolo ! Hag emaomp o tibluskañ an teulioù ofisiel evit doujañ ouzh ar reolennoù yec’hedel !