Kemennadenn strollad Fubudennig

"Tropellad korriganed" a vo c’hoariet gant 10 bugel, heuliet ganto skolig c’hoariva Ti ar Vro Kemperle.
Gant kontadennoù hengounel (an daou dort, laerezh ar gorriganez, korriganez an dour), met ivez gant testennoù ar Barzaz Breizh (ar c’horred), ha sonennoù ha rimadelloù dastumet er vro (an dro ar gorriganed Baod, Rieg, komzoù diskonterien Molan...) e oa bet savet an abadenn, 6 lodenn enni.
Digoust eo an abadenn.
Ur banne chug frouezh hag ur verenn vihan evit kalonekaat an aktourien yaouank, ha mat ’pell zo !

Gallout a reomp kas an teuliad pedagogel deoc’h, gant testenn an abadenn, liammoù gant videoioù, enrolladennoù...
Padout a ra 45 mn, ha plijet e vefemp da selaou ho skolidi ivez, (ur ganaouenn, un istor, ur barzhoneg) evit eskemm e brezhoneg asambles.

Deiziadoù

  • D’ar Meurzh 04/07/2019 : troiad gant ar minibus evit kumunioù tro dro Kemperle (c’hoariet e vo dindan ar pratell, e sal jim, ...dirak an holl vugale vrezhonegerien ar skol)
    • Eurioù an abadennoù : 10e - 13e30 - 15e
  • D’ar Yaou 06/07/2019 : abadenn e Kemperle
    • da 10e15 e Sal vras Egor Benoite Groult (ar C’hoad kaer)
    • Goude merenn da 2e ha da 3e30 e vo kinniget an abadenn d’ar re a zo gallegerien, gant un droidigezh.
    • Da 7e30 e vo un abadenn digoret d’an holl, ar gerent, ar mignoned, tud ar stummadurioù Mervent, Roudour...

Evit lakaat hoc’h anv, kasit ur postel da Fanny Chauffin an eur a blijfe deoc’h, ha niver a vugale.

Trugarez da gas keloù abred a-walc’h evit gallout aozañ an droiad giz’faot.