Kenavo Céline

Re yaouank evit mervel. Pegen trist emaomp.

Chañs hon eus bet da labourat gant Céline meur a wech. Soñj hon eus eus Dibenn sizhun rouedad C’hoariva daou vloaz zo. Céline he doa buhezet ar prantad-se evit lakaat startijenn en hor rouedad hag ijinañ a-stroll e zazont. Ar ger kengred en doa ur ster pouezus eviti.

Leun a startijenn a oa ganti. Diaes eo lavarout pet den yaouank zo bet stummet gant La Obra e-pad prantadoù berr pe hir, e Breizh pe Amerika ar Su. Ur bern a zo. Plac’h an treuzkas e oa.

Hep Céline ne vo ket ken memes mod gant ar strollad met izili La Obra a glask kendalc’h gant o youl hag o c’halon obererezhioù ar gevredigezh war roudoù Céline.
Ur sapre klaoustre e vo. M’ho peus c’hoant harpañ anezho e c’helloc’h en ober war al lec’hienn-mañ.

Céline, biken ne vo disoñjet da vousc’hoarzh ganeomp.