Kêr an Douar-Bras
- Padelezh : 20 mn.
- Niver a dudennoù : 4
- Paotred : 2
- Merc’hed : 2
- 2 akt.
- diviz :
- 4 divizoù. en akt 1
- 3 divizoù. en akt 2
Tudennoù :
- Brec’hed
- Plac’h yaouank, 20 vloaz
- Gweltaz
- Paotr yaouank, 25 bloaz
- Tad Berc’hed
- 60 vloaz
- Janed
- Plac’h yaouank kozh, 40 vloaz
Diverrañ :
Start eo buhez an dud a chom war an enezenn pa vez aet kuit ar re all da gêr da heul galvadenn burzhudus an Douar-bras.
Arvest I.
Janed, kollet he fenn, a c’hortoz he muiañ-karet abaoe 20 vloaz. Berc’hed a resev ur lizher a-berzh un estren, o lâret dezhi dont gantañ e kêr an douar-bras. Mont a ra kuit.Arvest II.
Dont a ra Gweltaz en ti. Glac’hared dre m’eo aet e zousig d’an douar-bras. Tangwall a vez gwelet eus kêr an douar-bras : emañ ar brezel du-hont, ha Gweltaz a chom e-unan war an enezenn.Kinkladur :
Ti ur pesketaer paour, en un enez a Vro Gwened.
Un oaled gant bankoù, un nor a zigor war un devenn, ur fenestr.
Un armel, un daol.Ur pakad lienaj gant Janed.
Ur lizher. Ur skubellad.
O wriat emañ Janed (eil arvest).Gwiskamentoù :
- Berc’hed
- Dilhad mod Kiberen, war ar pemdez.
- Janed
- Dilhad paour. Mouched gwenn war he fenn
- Tad Berc’hed
- Dilhad pesketaer, ur rastell gantañ.
Sonerezh ha trouzioù :
Dre an nor digor e weler an neñv leun a c’houloù spontus, un tangwall a vez gwelet a-bell.
Titouroù ouzhpenn :
Ali roet gant ar skrivagner : laoskañ didrouzoù hir a-walc’h etre an divizioù.
Skrivet e Dakar, 1945Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 31. Bloavezh : 1952.