Kleñved an togn
- Padelezh : 60 mn.
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 2
- Merc’hed : 4
- Bugale : 1
- 1 akt
Tudennoù :
- An Togn
- Ur pesketaer a vro Dreger
- Marc’harid
- E wreg
- Fañch
- O mab, paotr yaouank
- Koneri
- Martolod kozh, 72 vloaz.
- An intañvez
- Plac’h eus ar barrez, 35 bloaz.
- An Itron Leskoualc’h
- Medisin
- Mari-Von
- Merc’h ar Moal, plac’h eus ar barrez, en tu all da 50 vloaz
Diverrañ :
E Bro Dreger, klañv eo an Togn ha tud zo oc’h ober war e dro. Ne vo ket pareet gant ar medisin met gant ur sorserez deus ar barrez.
Un mintiniad e Bro Dreger. Ur pesketaer, An Togn, hag e wreg o leinañ. Hennezh zo klañv abaoe m’emañ savet ha ne fell dezhañ na zebriñ nag evañ.
O tont en-dro deus ar c’hatekis (ac’hann m’eo bet kaset kuit) emañ Fañch, o mab, o tont war al leurenn. Koneri, ur pesketaer kozh zo daet da gomz d’an Togn, ha d’e heul e ta an intañvez. Gant pep a vanne kafe e komzont hag an intañvez yaouank a zispleg ne gemero gwaz ebet.
Aet eo Fañch da glask an Itron Leskoulac’h, ar vedisinez. En ur c’hortoz e ya an Togn d’en em walc’hiñ un tammig, met lammaat a ray an tamm soavon beteg mont dre ar prenestr tra m’emañ an doktorez o tont tre.
Honnezh ne gomz ket brezhoneg gwall flour : bec’h o deus An Togn ha hi d’en em gompren. Ar re yaouankañ (an intañvez ha Fañch) a zalc’h da dreiñ deus ur yezh d’eben ha traoù farsus a zigouezh... War-lerc’h bezañ sellet doc’h an hini klañv e lâr n’eus kleñved ebet gantañ ha n’eus netra d’ober. Ha hi da vont kuit.
Mari-Von zo daet tre, ha lâret a ra e vo marv An Togn a-benn div sizhuniad : gouestlet he deus ar paourkaezh a-gaoz d’un istor etre hi ha Marc’harid : honnezh he doa tammalet d’ar plac’h yaouank bezañ laeret arc’hant. En em vañjañ a ra Mari-Von en ur lakaat Marc’harid da goll he den.
Jeu a sav etre razh an dud hag e ya kuit an intañvez ha Koneri.
Dirak poan an Togn e ra Mari-Von ar marc’had-mañ : pareet e vo an den gant ma vo Marc’harid ur vaouez a-feson, skouer ar barrez, adalek bremañ. Anez da se e kouezho adarre traoù fall warni.
Touiñ a ra Marc’harid hag e ya kuit ar vaouez kozh. An Intron Leskoualc’h a za en-dro, da ginnig louzoù d’an hini klañv, met hennezh, kerkent ha pareet, zo aet war an aod da besketa. Ar vedisinerez a c’houlenn ul legestr, hag a vo 200 lur, da lâret priz a c’houlenne d’ar familh evit he donedigezh n’he deus servijet da netra.Kinkladur :
Sall vras ur vereuri a Vro Dreger. Un nor a beb tu, ur prenestr digor (amzer brav a weler), un oaled, unan pe daou sac’h bezhin, un daol vras, kadorioù, un armel.
Bara, kafe
Ur skubell
Un tamm soavon
Stammenn an intañvez.Gwiskamentoù :
- An Togn
- Gwisket evel ur martolod. Kasketenn, botoù koad.
- Marc’harid
- Koef Bro Dreger, Davañjer kozh
- Fañch
- Bragoù berr skuizh, roched
- Koneri
- Gwisket evel an Togn, ur c’horn butun, ur vazh
- An intañvez
- Gwisket evel ur plac’h yaouank,
- An Itron Leskoualc’h
- Ur vantell c’hlav ganti
- Mari-Von
- Merc’h ar Moal. Koef Bro Dreger, lunedoù. Oc’h ober stamm bepred.
Titouroù ouzhpenn :
Kleñved an Togn zo bet ar pezh kentañ bet c’hoariet gant Strollad ar Vro Bagan e miz Here 1974.
E-barzh ur pennad embannet e 1975 (Al liamm n°171) e ro Goulc’han Kervella ur bochad titouroù war-dro krouidigezh strollad ar Vro Bagan, hag ivez war-dro ar pezh-c’hoari-mañ.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm-Tir na n-og. no 30. Bloavezh : 1952.