« KOMZOÙ HENVROIDI »
Va yezh a garan
D’an 22, 23 ha 24 a viz gouere 2021 e vo ur wech c’hoazh Festival ESTIVADA, dindan gwarez Kêr RODEZ, kroaz-hent yezhoù ha sevenadurioù er Frañs..
Er bloaz-mañ, emañ ESTIVADA ha Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro o c’houlenn digant an dud, forzh piv ‘vefent, skrivañ pennadigoù war dem «va yezh a garan rak...».
Ar bennaenn eo dastum disklêriadennoù a garantez digant an holl dud, bihan ha bras, e-keñver o yezh, elzaseg, euskareg, brezhoneg, katalaneg, okitaneg…
Daou zoare a zo evit o dastum :
E Bro-Rodez
Aozañ a ra Kêr-Rodez, araok ar festival, ur stal krouiñ evit bugale ar C’Halandreta, heñchet gant daou arzour, Charles Couderc ha Gérard Marty, gant ar pal sevel boestoù evit degemer ar c’hemenadennoù.
An oberennoù berrpad-se a vo lakaet e diskouez e-pad ur miz araok an ESTIVADA, hag e-doug ar festival, el lec’hioù foran evit reiñ tro da dud Rodez ha re ar festival da lezel o disklêriadennoù (pennadoù berr, 1200 lizherenn da vuiañ, en okitaneg pe divyezhzk oc/galleg).
Ivès DURAND, konter ha komedian eus ar vro hag e gomper Gèli BUONOMO a vo karget da vendemiñ podoù Rodez.
Er broioù
An hevelep galv da skrivañ, pephini en e vro, a zo bet embannet gant ar strolladoù « Théâtre de la Cruelle »ha « Calamity Jane » (Elzas), « Bi-Arte » (Euskadi), « Cie CKC » (Landes-Bro-Waskon), « Kevread C’Hoariva » ha « Mad ar Jeu » (Breizh), « Téâtre de la Corneille » (Katalonia an hanternoz), ha dont a raio ganto evit ar festival o eostad komzoù elzasek, euskarek, brezhonek, katalanek ha gwaskon.
Evit reiñ ton bras d’an dastumad « Komzoù Henvroidi »-se e straedoù, plasennoù ha lec’hioù foran Rodez e-pad an ESTIVADA, ar gomedianed ha komedianezed engouestlet e Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro : Gèli Buonomo, Ivès Durand, Dominique Commet, Ixabel Millet, Sonya Oster, Francis Freyburger, Daniel Muringer, Xavier Montserrat, Monique Bellsolà, Yann-Edern Jourdan, Blaithin Allain, Bleuenn Raynaudon ha Bob Simon a ginnigo meur a emgav d’an arvesterien e doare abadennoù c’hoariva-straed d’an 22, 23 ha 24 a viz gouere 2021.
☎Muioc’h a ditouroù☎
Burev Festival an ESTIVADA : 05.65.77.87.30 / 06.37.82.71.04
Kompagnunezhioù a gemero perzh e « Komzoù Henvroidi » :
Cie Bi’Arte -www.biarte.eus
Calamity Jane – http://calamityjane.cie.free.fr
Cie CKC https://www.lacieckc.fr/
La Rampe Teatre Interegional Occitan - www.larampe-tio.org
Cie Mad Ar Jeu http://www.teatr-brezhonek.bzh
Théâtre de la Corneille - http://lacorneille.or g
Théâtre de la Cruelle http://www.danielknipper.com/theatre-de-la-cruelle
Kenurzhierezh KALYB / CTL.Autochtones :
C’HOARIVA - Kengevredigezh ar c’hoariva e brezhoneg http://www.teatr-brezhonek.bzh et
LA RAMPE Teatre Interegional Occitan http://www.larampe-tio.org
Arvest skoazellet gant Ti-kêr Rodez ha Ministrerezh ar sevenadur (DGLFLF).