Kontadenn e stumm ur pezh-c’hoari
- Padelezh : 60 mn.
- Niver a dudennoù : 3
- Paotred : 2
- Merc’hed : 1
- 3 akt.
Tudennoù :
- Yann
- 24 bloaz
- Loeiza
- E wreg, 20 vloaz
- Paol
- 25 vloaz
Diverrañ :
Rannet eo Yann etre e wreg, zo dimezet ganti nevez’zo, hag e geneil Paol, ur brogarour a ya re bell gant ar stourm. Da Yann da choaz : chom heñvel pe cheñch buhez bremañ m’emañ dimezet ? Jeu a savo etreze o-zri.
Lodenn gentañ.
O tont en-dro deus o beaj-eured emañ Loeiza ha Yann. Paol a za d’o gwelet. Aet eo ar vaouez d’aozañ boued hag e chom an daou baotr da gomz. Ur bilhed mil lur a ro Yann da Baol, berr an arc’hant gantañ. Brogarour int bet hag int atav met un troc’h zo bet etre an daou baotr abaoe m’emañ dimezet Yann : an daou a oui ne vo ket mui an hevelep buhez.Eil lodenn. Eizh miz goude.
Dougerez emañ Loeiza, hag o c’hortoz he gwaz emañ. Daet eo Yann en ti : klañv eo ha start an traoù gantañ dre ma tispign e arc’hant e-barzh ar gelaouenn broadel embannet gant ar strollad. Daet eo da c’houlenn gant Yann dont d’e blaz d’un emvod broadelourien, pezh ne blij ket da Loeiza, met ar paotr a lâr e yay, a-enep d’e wreg. Jeu a sav etreze : ar vaouez a ya kuit hag an daou baotr a chom da gomz, met etreze o-daou e sav jeu ivez pa lâr Yann e vo anvet ar bugel François. Bountet eo Paol er-maez.Trede lodenn. Bloaz goude.
Ganet eo ar babig hag aet Paol d’an anaon. Renket eo al levrioù brezhonek gant Loeiza, jeu a sav etreze adarre, spontus an traoù...Kinkladur :
Sal debriñ ti Loeiza ha Fann. Div nor : unan da vont d’ar gegin, eben da vont d’ar gambr.
Un daol (bokedoù laezh warni) ha teir c’hador. Estajerennoù gant levrioù brezhonek, ar Barzaz Breizh.
Ur valizenn vras. Peadra da evañ, asiedoù.Eil lodenn : arrebeuri giz nevez. Kador-vrec’h. Stamm oc’h ober. Tasadoù tizan.
Trede lodenn : ur c’havell hag ur voutailh domm da reiñ d’ar bugel. Ar geriadur Larousse.
Gwiskamentoù :
Dilhad pemdezhiek ar bleadoù 70.
Sonerezh ha trouzioù :
Trouzioù ar gegin.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 32. Bloavezh : 1952.