Kinnig ur pezh-c’hoari bep bloaz, setu ur c’hlaoustre evit liseidi Karaez zo. Kregiñ a reont da ijinañ ha leurenniñ ur pezh e kentañ klas evit mont d’e c’hoari e klas termen gant un droiad div wech ur sizhunvezh e Breizh. Ar pezh-c’hoari zo gouestlet d’ar skolidi divyezhek eus an holl hentennoù.
Bewech e vez ur seurt marathon evito - un droiad sport : gallout a reont c’hoari betek 5 pe 6 gwech dre zevezh e lec’hioù disheñvel !
Ar bloaz-mañ e kinnigont "Huñvre an Istor". Awenet int bet gant Dukezh Anna Vreizh ha tudennoù-all eus mojennoù Breizh, Asteriks hag Obeliks en o zouez…