La Obra zo o klask 2 servij keodedel

Servij Keodedel 1/2
Emañ STROLLAD LA OBRA o klask unan yaouank evit heuliañ ur servij keodedel tro-dro d’ar c’hoariva adalek miz Here.
Ar pezh a vo da ober : sikour evit aozañ ha skignañ ar raktresoù c’hoariva evit ar re yaouank, heuliañ ar pleustradegoù hag an droiad c’hoariva, h.a…
Labouret e vo a-stroll gant ur servij keodedel all hag ur gomedianez eus bro Spagn e SVE.
Komz ha skrivañ brezhoneg dre ret, 8 miz e Douarnenez, bezañ dindan 26 vloaz.
570 € / miz.

Servij Keodedel 2/2
Emañ STROLLAD LA OBRA o klask unan yaouank evit heuliañ ur servij keodedel tro-dro arzoù ar straed -Skasoù ha c’hoariva- adalek miz Here.
Ar pezh a vo da ober : sikour evit aozañ ha skignañ un eskemm european c’hoariva ha skasoù evit ar re yaouank, aozañ ur stummadur evit ar re yaouank evit deskiñ implij ar skasoù, heuliañ ar strolladoù skasoù bet krouet, h.a…
Labouret e vo a-stroll gant ur servij keodedel all hag ur gomedianez eus bro Spagn e SVE.
Komz ha skrivañ brezhoneg dre ret, 8 miz e Douarnenez, bezañ dindan 26 vloaz.
570 € / miz.

Skrivañ da La Obra