Devezh c’hoariva ar skolajdi

Abaoe 2008 e vez savet ganeomp Devezh c’hoariva ar skolajidi e fin ar bloavezh skol. An holl skolajoù a c’hell kemer perzh ma o deus kaset un atalier c’hoariva e kerzh ar bloavezh.

Goude prantad ar C’hovid ha daou vloavezh hep Devezh c’hoariva ar skolajidi e chom diaes adpakout hol lusk boaz !
Tri skolaj nemetken o doa lakaet o anvioù.

Setu programmig an endervezh :
1- Klas 3de skolaj ar Gofig - Lannuon - "Boued mat er restaorant"
2- Klasoù 5vet/4re/3de skolaj Sant Jozef - Plabenneg -"Antigone"
3- Klas 6vet - skolaj Tanguy Prigent - Sant-Martin-war-ar-Maez - "Amann ar stered"

Ul lodenn eus an eurioù labour c’hoariva graet er skol a oa bet sikouret gant Rannvro Breizh e keñver ar Stignad Skol c’hoariva.
An Devezh a zo harpet gant Departamant Penn-ar-Bed.