Lizher Kelaouiñ C’hoariva Mae 2015

Deiziataer evit an 30 devezh da zont

 

Agenda des 30 prochains jours

Komedienn mil luiet

 

La Comédie des erreurs

gant Strollad Kallag Komedienn mil luiet diwar The comedy of errors gant Shakespeare. Ar pezh-c’hoari-mañ eo an hini berrañ gant Shakespeare. Doare farsadenn.  Gouzout hiroc'h
  • 1er mai 2015 20:30
  • LANGONED
par Strollad Kallag « La Comédie des erreurs » en breton. C’est la pièce de théâtre la plus courte de Shakespeare, dans le répertoire de la farce. Lire la suite
  • 1er mai 2015 20:30
  • LANGONNET

Re an tu all

 

Re an tu all - Ceux d’en face

gant Strollad Tro Didro Ur gêrig vihan mil bell diouzh Breizh Izel, ur gêrig sac’het ar vuhez enni a-bep tu d’ul linenn faltaziek. Betek m’’en em gavo an estrañjour, paotr an arvor… Soñjal a ra d’an holl e teuio ar savete gantañ. Siwazh, diskoachañ a raio ur gwall sekred. Gouzout hiroc'h
  • 10 mai 2015 18:00
  • PLOUHA
par Strollad Tro Didro Un petit village, bien loin de la Bretagne, un village où la vie s’est figée de part et d’autre d’une ligne imaginaire. Jusqu’à l’arrivée de l’étranger, l’homme de la mer. Tout le monde le prend pour un sauveur. Mais il va découvrir un lourd secret. Lire la suite
  • 10 mai 2015 18:00
  • PLOUHA

Lennadenn bublik Privezioù publik

 

Lecture en public de Privezioù Publik

gant Strollad Paritito Paritito a ginnigo al lennadenn gentañ eus pezh-c’hoari Privezioù Publik. Heuliet e vo al lennadenn gant un abadenn forum digor d’ar publik da gemer perzh. Boued a vo kinniget war al lec’h, d’an dud da gaout plijadur da eskemm war lerc’h an abadenn. Kenaozet eo an abadenn gant strollad Ar Reuz. Gouzout hiroc'h
  • 18 mai 2015 19:00
  • MONTROULEZ
par Strollad Paritito Paritito propose, la première lecture publique de sa dernière pièce Privezioù Publik. La lecture sera suivie d’une ouverture d’une des scènes en théâtre forum, où la salle sera appellée à venir changer la scène. Un buffet sera proposé afin de prolonger l’échange. L’évènement est co-organisé avec le groupe Le Reuz. Lire la suite
  • 18 mai 2015 19:00
  • MORLAIX

Pa gouezh ar mogerioù

 

Pa gouezh ar mogerioù - Quand les murs tombent

gant Strollad Paritito Krouidigezh gentañ Paritito ez eo "Pa gouezh ar mogerioù" / "Quand les murs tombent". Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn divyezheg savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel. Gouzout hiroc'h
  • 24 mai 2015 17:00
  • LOPERC’HED
par Strollad Paritito La première création de Paritito est « Pa gouezh ar mogerioù » / « Quand les murs tombent », jeu d’actrices et d’acteurs sur un texte de Mélanie Giotto et Béatrice Bazin construit à partir d’interviews individuelles sur le thème de la transformation de soi. Lire la suite
  • 24 mai 2015 17:00
  • LOPERHET

An hentenn

 

An hentenn - La méthode

gant Biz ar Glav Emgav diwezhañ ur bodad tuta evit dibab rener ar gwerzhioù en un embregerezh liesvroadel. Pevar den zo war ar renk. Roet e vez ar reolennoù tuta dezho : spiañ, c’hoari rolloù, ober van da aozañ ur “psikoterapi” a-stroll… Tamm ha tamm e reont gwelloc’h anaoudegezh an eil gant egile. Gouzout hiroc'h
  • 30 mai 2015 18:00
  • PLONEOUR-LANWERN
par Biz ar Glav Dernier entretien d’embauche pour un poste haut placé à la direction commerciale d’une multinationale. Quatre candidats se verront donner les modalités de recrutement : espionnage, jeux de rôle, simulacre de psychothérapie collective, tout y passe et les personnages se dévoilent peu à peu. Lire la suite
  • 30 mai 2015 18:00
  • PLOUNEOUR-LANVERN

Staj war teknikoù an Teatr Forom - Teatr ar re Wasket

 

Stage Théâtre Forum - Théâtre de l’Opprimé

gant Strollad Paritito C’hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc’h un eil staj war teknikoù an teatr forum (teatr ar re wasket) d’ar 6 ha 7 a viz Even 2015 e Presbital Kozh Landelo. Goude ur staj kentañ e miz Here 2014 e kendalc’himp da labourat war an teknikoù-se met ’n eus ket ezhomm bezañ heuliet ar staj kentañ evit ober ar staj-mañ. Evit gouzout hiroc’h ha/pe lakaat ho anv : 06 38 78 35 15 pe o skrivañ amañ Gouzout hiroc'h
  • 6 juin 2015 10:00
  • LANDELO
par Strollad Paritito C’hoariva et la troupe Paritito vous propose un second stage sur les techniques du théâtre forum - théâtre de l’opprimé le 6 et 7 juin 2015 au Presbital kozh de Landeleau. Après un premier stage au mois d’octobre 2014 nous continuerons à travailler sur ces techniques. Nul besoin d’avoir suivi le 1er stage pour s’inscrire à ce stage-ci. Pour plus de renseignements et/ou vous inscrire : 06 38 78 35 15 ou écrire ici Lire la suite
  • 6 juin 2015 10:00
  • LANDELEAU

Keleier C’hoariva

 

Infos C’hoariva

Nena ha Polo un abadenn nevez evit ar vugale

 

Nena ha Polo une nouvelle pièce pour les enfants

Nena ha Polo Foeterlukined, ur pezh-c’hoari 45mn kinniget gant ar strollad La Obra ha kaset da benn gant Tifenn Lineatte hag Erwan Hameury. Un arvest goeustlet d’ar vugale skol-vamm ha kentañ derez. Evit gouzout hiroc’h : Nena ha Polo Nena et Polo les clowns voyageurs, une pièce de 45mn proposé par la troupe La Obra et jouée par Tifenn Linéatte et Erwan Hameury. Un spectacle destiné aux enfants des écoles maternelles et primaires. Pour plus de renseignement : Nena ha Polo

Rezidañs strollad Paritito

 

Paritito en résidance

Etre ar 16 hag ar 27 a viz Meurzh e oa ar strollad Paritito e rezidañs e Kemeneven (e ti kompagnuniezh Tro Heol) evit krouiñ ur pezh nevez : Privezioù Publik skrivet gant Mélanie Giotto. Divyezheg e vo ar pezh. Véronique Helies a ra war dro al leurenniñ ha Laors Skavenneg a ren ar c’homedianezed. Un eil rezidañs a vo e Montroulez etre ar 7 hag an 10 a viz Mae evit kenderc’hel gant krouidigezh ar pezh. Gallout a reoc’h mont da selaou al lennadenn gentañ eus an destenn d’an 18/05 (gw. a-us en deiziataer). Evit gouzout hiroc’h war strollad Paritito. Pe lec’hienn Paritito. La troupe Paritito était en résidence du 16 au 27 mars, à Quemeneven (dans les locaux de la Compagnie Tro Héol) pour la création d’une nouvelle pièce : Privezioù Publik écrite par Mélanie Giotto. Cette pièce bilingue est mise en scène par Véronique Héliès et les comédiennes dirigées par Laors Skavenneg. Une seconde résidence de création aura lieu à Morlaix entre le 7 et le 10 mai. Vous pourrez écouter la première lecture publique de cette pièce le 18/05 (c.f. ci-dessus dans l’agenda). Pour plus de renseignements sur la troupe Paritito Ou sur le site de Paritito.

Staj digomz evit labourat gant ar c’horf

 

Un stage sans parole pour travailler avec le corps

D’an 11-12 a viz Ebrel eo bet bodet 13 plac’h e Ti ar C’hoariva e Brest e-kerzh ur staj didrouz evit labourat gant ar c’homedian bouzar Levent Beskardes diwar-benn an eztaoliñ hag ar c’hehentiñ dre jestroù. Desket eo bet komz gant ar c’horf, an dremm, an daouarn ha desket eo bet ar basianted ivez... Un dro gaer !

Reportaj An Taol Lagad FR3
https://vimeo.com/126474928

Le 11 et 12 avril 13 filles se sont retrouvées à la Maison du Théâtre de Brest pour un stage silencieux afin de travailler avec Levent Beskardes, un comédien sourd sur l’expression et la communication gestuelle. On y a appris à parler avec le corps, le visage, les mains et on y a également appris la patience... Une belle expérience.

Reportage An Taol Lagad FR3
https://vimeo.com/126474928

Echu gant troiad 2015 liseidi Karaez

 

Fin de la tournée 2015 des lycéens de Carhaix

Ur wech ouzhpenn eo bet krouet ur strollad berrbad gant 13 lisead Diwan Karaez troet war ar c’hoariva : Strolardoñs. An abadenn “War zu an heol” savet ganto zo bet c’hoariet un 40 gwech bennaket etre miz Kerzu 2014 ha miz Meurzh 2015 dirak 2 500 skoliad e Breizh a-bezh. Gourc’hemennoù dezho ! Tammoù eus ar pezh e skol Diwan Kemperle Une fois de plus une troupe de théâtre éphémère a été créée par 13 lycéens de Diwan Carhaix : la troupe Strolardoñs. A leur actif, une pièce de théâtre « War zu an heol » (vers le soleil) qu’ils ont joué une quarantaine de fois entre décembre 2014 et mars 2015 aux quatre coins de la Bretagne devant 2 500 élèves . Quelques extraits de la pièce à l’école Diwan de Quemperlé

5 pezh da zizoloiñ dre zegouezh en hon diazlec'h

   

Ar galon vat gant De Carné Adrien

   

Rouanez an neñvou gant De Carné Adrien

   

Nag a wad gant Priel Jarl

   

Kristof ar C’hreñv gant De Carné Adrien

   

Kêr an Douar-Bras gant Le Masson Robert

   

archive newsletter