Lizher Kelaouiñ C’hoariva miz Here 2015
Deiziataer evit an 30 devezh da zont |
Agenda des 30 prochains jours |
Gwreg an toer ha Marvailh an ene naonek |
Gwreg an toer et Marvailh an ene naonek |
|
gant Ar Vro Bagan a ginnig daou bezh skrivet gant Tangi Malmanche, unan eus ar pouezusañ skrivagner brezhonek e-keñver c’hoariva. Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Ar Vro Bagan propose deux pièces autour du théâtre de Tangi Malmanche, un des plus importants écrivains de théâtre breton. Lire la suite
|
Orkestr Stalabard |
Orkestr Stalabard |
|
gant C’hoari Las Komedi Pleustradenn ziwezhañ a-raok ar sonadeg vras. Ur mestr strizh o klask ren sonerien didalvez o c’hoari las. En abadenn kabaret-mañ e welfet troioù-kaer a bep sort, reoù gamm ha reoù dort. Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par C’hoari Las Comédie Dernière répétition avant le grand jour de la première pour l’orchestre "Stalabard". Le chef strict s’efforce de tirer quelque chose de ses musiciens pas décidés à se mettre au boulot, un spectacle de cabaret plein de surprises, surtout des vertes et des pas mûres. Lire la suite
|
Alanig Al Louarn |
Alanig Al Louarn |
|
gant Mat ar Jeu Ur pezh diwar oberenn Jakez Riou : Troioù-kamm Alanig al Louarn. Etre fent, krizder ha from e tiskouez gant loened, an darempredoù etre ar re c’halloudus hag ar bobl en ur daolenniñ ar gevredigezh n’ez eus ket enni ar re-vat eus un tu hag ar re-zroug eus an tu-all. Ur gevredigezh ordinal ma rank ar bras eus an dud en em zifretañ evit debriñ ha chom hep bezañ debret... Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Mat ar Jeu Une pièce librement inspirée de l’oeuvre de Jakez Riou : Troioù-kamm Alanig Al Louarn. Entre humour, cruauté et émotion des animaux nous montrent les relations entre ceux qui ont le pouvoir et le peuple, nous peignant une société dans laquelle il n’y a pas d’un côté les bons et de l’autre les méchants. Une société ordinaire où la majorité doit se débrouiller pour manger et ne pas être mangé... Lire la suite
|
Nena ha Polo foeterlukined |
Nena ha Polo foeterlukined |
|
gant Strollad La Obra Un abadenn evit ar vugale. Nena ha Polo zo daou furlukin. Mignoned vras int o vevañ asambles, leun a startijenn ganto. Pezh a blij dezho ? Ar sirk ! Met un deiz laeret eo ur volotennig dezho. Hepti abadenn ebet... Peanos ober evit hec’h adkavout ? Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Strollad La Obra Un spectacle pour les enfants. Nena et Polo sont clowns. Ils sont amis, il vivent ensemble et débordent d’énergie. Ceux qui’ls aiment ? Le cirque ! Mais un jour on leur vole une petite balle. Sans elle pas de spectacle... Comment faire pour la retrouver ? Lire la suite
|
La Comparsa ! Eskemm etrevroadel c’hoariva ha skasoù |
La Comparsa ! Rencontre internationale théâtre et échasses |
|
gant Strollad La Obra Aozet e vo gant strollad La Obra un eskemm etrevroadel war ar c’hoariva hag ar skasoù evit brezhonegerien yaouank (15-25 bloaz) e-pad vakañsoù an diskar-amzer 2015 e Douarnenez. Enskrivadurioù betek ar 5 a viz Here. Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Strollad La Obra La Obra organise un échange international avec pour thème le théâtre et les échasses pour des jeunes bretonnants (15-25 ans) durant les vacances d’automne 2015 à Douarnenez. Inscriptions jusqu’au 5 octobre. Lire la suite
|
Pa gouezh ar mogerioù |
Pa gouezh ar mogerioù - Quand les murs tombent |
|
gant Strollad Paritito Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn divyezheg savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel.
Gallout a reoc’h debriñ war al lec’h m’ho peus c’hoant. Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Strollad Paritito Jeu d’actrices et d’acteurs sur un texte de Mélanie Giotto et Béatrice Bazin construit à partir d’interviews individuelles sur le thème de la transformation de soi.
Vous pourrez manger sur place si vous le désirez. Lire la suite
|
Ar gêr vras |
La grande ville |
|
gant Ar Vro Bagan Abadenn evit ar skolioù. Istor ur gejadenn etre ur c’haner paour hag un divroadez. Eskemm a raint o sevenadurioù, o yezhoù, o istor. Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Ar Vro Bagan Séance pour les scolaires. Histoire d’une rencontre entre un chanteur pauvre et une émigrée recherchée par la police. Ils échangent sur leurs cultures, leurs langues, leurs histoires. Lire la suite
|
Re an tu all |
Re an tu all - Ceux d’en face |
|
gant Strollad Tro Didro Ur gêrig vihan mil bell diouzh Breizh Izel, ur gêrig sac’het ar vuhez enni a-bep tu d’ul linenn faltaziek. Betek m’’en em gavo an estrañjour, paotr an arvor… Soñjal a ra d’an holl e teuio ar savete gantañ. Siwazh, diskoachañ a raio ur gwall sekred. Gouzout hiroc'h
|
![]() |
par Strollad Tro Didro Un petit village, bien loin de la Bretagne, un village où la vie s’est figée de part et d’autre d’une ligne imaginaire. Jusqu’à l’arrivée de l’étranger, l’homme de la mer. Tout le monde le prend pour un sauveur. Mais il va découvrir un lourd secret. Lire la suite
|
Keleier C’hoariva |
Infos C’hoariva |
Pelec’h pleustriñ war ar c’hoariva ? |
Où faire du théâtre ? |
|
Evit an distro-skol eo bet embannet ar stalioù c’hoariva 2015-2016 gant meur a framm. Daou nevez a zo : e Rostrenn hag e Montroulez. Ur c’heloù mat evit ar c’hoariva e brezhoneg ! Gouzout hiroc'h | ![]() |
Pour la rentrée, plusieurs structures ont communiqué sur les ateliers théâtre 2015-2016. Deux nouveaux venus dans le paysage : à Rostrenen et à Morlaix. Une bonne nouvelle pour le théâtre en breton ! Lire la suite |
Faltazi radio war-eeun gant Teatr Piba |
Teatr Piba : Une fiction radio en direct |
|
D’ar 16 a viz Gwengolo eo bet enrollet ha skignet war eeun un abadenn faltazi evit ar radio en Artemuz e Brieg. Un arvest dreist ordinal da welout ha da glevout. Rentañ kont. Gouzout hiroc'h | ![]() |
Une fiction radio enregistrée et diffusée en direct le 16 septembre à l’Arthémuse à Briec. Les spectateurs ont assisté à une séance sortant de l’ordinaire. Compte-rendu. Lire la suite |
Meur a staj kinniget gant La Obra |
Plusieurs stages avec La Obra |
|
Kinnig a ra ar strollad daou staj etre miz Du ha miz Kerzu. Unan evit krouiñ maskloù hervez an hengoun Maya. Unan all war ar mikroc’hoariva evit an dud yaouank. Stajoù all a vo kinniget ivez a-hed trimiziad diwezhañ 2015. Gouzout hiroc'h | ![]() |
La troupe propose deux stages entre novembre et décembre. L’un de création de masques mayas. Un autre avec pour thème le microthéâtre pour des jeunes. D’autres stages et découvertes sont proposés également sur le dernier trimestre 2015. Lire la suite |
Un arvest nevez gant Strollad Kallag |
La troupe de Kallag crée un nouveau spectacle |
|
"Kontadenn Luduennig" un abadenn gant margodennoù gouestlet d’ar vugale diwar ur gontadenn bobl. Gouzout hiroc'h | ![]() |
"Kontadenn Luduennig", un spectacle de marionnettes pour les enfants inspiré d’un conte traditionnel. Lire la suite |
Staj c’hoariva divyezheg evit vakañsoù an diskar-amzer |
Stage de théâtre bilingue pour les vacances d’automne |
|
Ar Vro Bagan a ginnig ur staj divyezheg gouestlet d’ar vugale 6-12 bloaz. Gouzout hiroc'h | ![]() |
Ar Vro Bagan propose un stage pour les jeunes entre 6 et 12 ans. Lire la suite |
5 pezh da zizoloiñ dre zegouezh en hon diazlec'h |