Klevout a rit ar c’hwezh-mañ hag a zo o hilligañ hon divfron ? An nevezamzer an hini eo hag a gas promesaoù kaer gantañ ! Birvilh a zo gant ar strolladoù ha kompagnunezhioù rouedad C’hoariva.
Plij a ra deoc’h ar c’hoariva e brezhoneg ? C’hoant bras a zo ganeoc’h da vont war al leurenn ? Hilliget emaoc’h gant ar c’hoant c’hoariva ? Degemer mat ! Deuit ganeomp… Kuzul-Merañ C’hoariva da zont a vo d’ar Meurzh 9 a viz Mae dre vizio. Evit kemer perzh kasit ur gerig deomp hag e vo kaset deoc’h ul liamm evit en em lugañ.
Hag e c’helloc’h ivez lakaat hoc’h anv evit ar staj teiryezhek gant Teatr Piba, un nebeud plasoù a chom. Ur c’hinnig lipous ha saourus…
Hag arabat disoñjal ivez e vo c’hoariet gant skolajidi war leurenn ar Roudour e Sant-Martin-war ar-Maez d’ar 1añ a viz Even (adal 10e30). Digor d’an holl ha digoust ! N ’eo ket brav an dra-se ?
Sentez-vous cette bonne odeur qui nous chatouillent les narines ? C’est le printemps qui pointe le bout de son nez et avec lui de belles promesses ! Ça bouillonne dans la marmite des Compagnies et Troupes du réseau C’hoariva.
Vous aimez le théâtre en breton ? Vous rêvez de brûler les planches ? L’envie de faire du théâtre vous grattouille, vous chatouille ? Bienvenu.e.s ! Rejoignez-nous, le prochain C.A. aura lieu mardi 9 mai à 18h en visio. Pour participer envoyez-nous un message et nous vous adresserons un lien de connexion.
Et vous pouvez aussi vous inscrire au stage trilingue avec Teatr Piba, il reste quelques places. Une proposition alléchante et pleine de saveurs…
Et n’oubliez pas non plus que les collégiens se produiront sur la scène du Roudour à Saint-Martin-des-Champs le 1er juin (à partir de 10h30). C’est ouvert à tous et gratuit ! Elle est pas belle la vie ?