Lizher kelaouiñ C’hoariva niv.65

C'hoariva

Publié le : 17 mai 2021

Mut emaomp chomet e-pad daou viz hanter : lizher kelaouiñ ebet. Ar goullo, evel er salioù arvest.
Kengred eo hor c’hevredigezh gant an arzourien hag a zo o c’hourzerc’hel ar c’hoarivaoù. An darn vrasañ anezho a zo ar re ne vezont ket pedet er salioù-se pe ral a wech. Hor yezhoù bro n’int ket degemeret mat enno evel ma n’int ket e bonreizh Bro-C’hall.
Etre desped, gouzañvidigezh, engortoz, emaomp. Met ar spi a chom ganeomp memes tra !
Ar spi-mañ a zo hor c’heflusker evit mont war-raok. Hor raktresoù a zo liesseurt ar pezh a ro lusk deomp. Michañs e voc’h plijet ganto ivez ha spi hon eus ne vo ket harzet hol lañs gant ar c’hleñved milliget.

Deux mois et demi que nous sommes restés muets : pas de lettre d’information. Le vide, comme dans les salles de spectacles.
Notre fédération est solidaire des artistes qui occupent les théâtres et qui sont, pour une grande partie d’entre eux, ceux qui y ont très rarement accès. Nos langues autochtones n’y sont pas les bienvenues comme elles ne le sont pas dans la constitution française.
Nous oscillons entre dépit, résignation, attente, mais aussi espoir !
C’est cet espoir qui nous fait avancer. Nos projets sont multiples et motivants. Nous espérons qu’ils vous plairont également et nous espérons que ce satané virus ne viendra pas une nouvelle fois stopper notre élan.

Keleier C’hoariva Infos C’hoariva

Va yezh a garan rak…

GALV DA SKRIVAÑ. Disklerit ho karantez d’ar brezhoneg dre skridoù. Komedianed zo a zisplego anezho e straedoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh…

Lire la suite

J’aime ma langue car…

C’hoariva lance un APPEL à ÉCRITURE. Écrivez-nous pour déclarer votre amour à… la langue bretonne. Des comédiens déclamerons vos messages dans les rues de Bretagne et bien plus loin encore…

Lire la suite

STAJ : Krouiñ un abadenn c’hoariva war ar straed

5 devezh evit krouiñ un abadenn straed + 1 devezh evit he c’hoari
e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg adalek an 28/06 betek an 03/07 - 2021.
Ur staj aozet gant Teatr Piba ha C’hoariva gant sikour Gouel Broadel Brezhoneg.

Lire la suite

STAGE : Créer un spectacle de rue

5 jours pour créer un spectacle de rue
+ 1 journée pour le jouer lors de Gouel Broadel ar Brezhoneg - Langonnet
28/06 > 03/07 - 2021
Un stage organisé par Teatr Piba et C’hoariva avec le soutien de Gouel Broadel ar Brezhoneg

Lire la suite

MANIFESTAREDADEG : C’hoariva er jeu

Deuit da ambrougañ ac’hanomp ! Ur Redadeg ispisial ar bloaz-mañ met dalc’het memes tra neuze deomp dezhi. C’hoariva a redo ivez e anv ar C’h/KALYB. Emgav e km 1998 d’an 29/05/2021 da 1e46 g.m. war gumun Plouvagor, just a-raok manifestadeg Gwengamp evit difenn ar brezhoneg.

Lire la suite

MANIFESTAREDADEG : C’hoariva dans la course

Venez-nous encourager ! Une Redadeg spéciale cette année mais, maintenue quand même, alors allons y ! C’hoariva courra aussi au nom du CTL.A.
Rendez-vous au Km 1998 le 29/05/2021 à 13h46 sur la commune de Ploumagoar juste avant la manifestation de Guingamp pour la défense de la langue bretonne.

Lire la suite

Eil eskemm ar - C’h/KALYB - e Rodez

D’an 20 ha d’an 21 a viz Gouere e vo dalc’het eil eskemm Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro. Digor eo d’an holl strolladoù amatour hag a vicher hag a grou en ur yezh minorelaet. Lakait hoc’h anv ma emaout dedennet !

Lire la suite

Seconde Rencontre du CTL.A à Rodez

Les 20 et 21 juillet se tiendra la seconde Rencontre du Collectif des Théâtres en Langues Autochtones. Elle est ouverte à toutes les troupes amateurs et compagnies professionnelles qui créent dans une langue minorisée. Inscrivez-vous si vous êtes intéressé !

Lire la suite

Strollad Fubudennig o pleustriñ en dro

Goude bezañ skrivet o fezh-c’hoari emañ strollad tud yaouank Fubudennig o pleustriñ evit mont war hentoù Breizh da c’hoari o fezh nevez.

Lire la suite

Reprise des répétitions pour la troupe Fubudennig

Après avoir écrit leur pièce de théâtre, les jeunes de Fubudennig répète afin de faire voyager leur nouveau spectacle sur les routes de Bretagne.

Lire la suite

Deiziataer evit an 40 devezh da zont Agenda des 40 prochains jours

AN ALBATROZ

Abadenn gontadennoù ha sonerezh. Kontañ a ra « An Albatroz » istorioù mor hag istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul.

  • 01/06/2021 - 19:30
  • Landerne
  • Ar Family

Lire la suite

L’ALBATROS

Spectacle de contes et de musique. « L’Albatros » raconte des histoires de mer et de ciel filées à travers la petite histoire de Jean-Marie Le Bris.

  • 01/06/2021 - 19:30
  • Landerneau
  • Le Family

Lire la suite

Staj skrivañ leurenn gant Bernard Grosjean

Nullet e miz Genver, ampellaet e miz Meurzh, ampellaet adarre e miz Even… E Ti ar C’hoariva Brest e vo dalc’het. Ur staj gouestlet d’ar re o defe c’hoant/ezhomm dizoloiñ penaos skrivañ ur pezh en ur lakaat ar c’hoarierien d’ober esaeoù war al leurenn ha/pe en ur reiñ un tem labour da ergerzhout. N’eo ket re ziwezhat evit lakaat ho anv.

  • 05/06/2021 - 13:00 betek 06/06/2021 - 16:30
  • Brest
  • Ti ar C'hoariva - Sal ar Stella

Lire la suite

Stage écriture scènique avec B. Grosjean

Annulé au mois de janvier, reporté en mars, reporté de nouveau en juin… Il se déroulera à la maison du théâtre.
Un stage dédié à celles et ceux qui ont besoin/veulent découvrir comment écrire une pièce à partir des essais des comédiens sur scène ou en leur donnant des thèmes d’exploration. Il n’est pas trop tard pour s’inscrire.

  • 05/06/2021 - 13:00 au 06/06/2021 - 16:30
  • Brest
  • Maison du Théâtre - Salle Le Stella

Lire la suite

archive newsletter