Maen Brest

Selaou ar Podkast

"E Brest, da vare an diskar-amzer 2016, e oa bet aterset maouezed ha gwazed ganeomp. Eus Brest ne oant ket, p’o doa ranket tec’hel kuit eus o bro. O zestenioù eo, evel dielloù, a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Hag e-kichen an dielloù e vo klevet istor ur penn-den ijinet, rak Maen Brest a zo bet skrivet a-zaou evel un oberenn faltazi ivez : un digarez oa evitomp da liammañ ar vuhez bemdez e Breizh gant danvez sebezus an testenioù a oa bet fiziet ennomp gant ar repuidi. Ar penn-den faltaziet ‘c’hallfe bezañ klevet evel un test eus e rummad, unan a zo o klask e hent en ur bed post-sarkozy, etre tourmant ar mediaoù ha gwirionez eeun un emgav den-ha-den. Gwiadiñ meur a yezh, en em gavout gant tud ha, kaeroc’h c’hoazh, ober un degemer mat dezho, ha ma vefe kement-mañ un doare da c’hounit ar pep pouezusañ er vuhez : karantez ha mignoniezh ?"

Renerezh arzel : Stéphanie Coquillon
Skrivañ : Armel Veilhan ha Stéphanie Coquillon
Treiñ ha Azasaat : Aziliz Bourgès
C’hoari : Marion Gwenn
Krouiñ ar son : Marie Guérin
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier

Penn sonerezh : Karantez eus Damas, Suhaib Julian.

Produiñ : Teatr Piba, Dizale, Radio Kerne.
Enrollet e studio Dizale, Kemper – miz Mae 2018.
Skoazelet gant Rannvro Breizh - FAALB.

padelezh : ’54 mun.
Skignet war Radio Kerne ha radioioù all ar rouedad BHS.
Un oberenn sikouret gant Rannvro Breizh (FALB 2018)