Mall zo warnomp gwelout !

An arvest-mañ a zo etre arz ar c’hontañ hag ar c’hoariva. ’N eus ket da vezañ souezhet, kontour eo Lukaz Nedeleg. Awenet e oa bet Lukaz gant istor Yann-Vari ar Brizh, ur paotr eus Bro Gerne, unan eus ar re gentañ en deus nijet en aer gant ur mekanik. Evit kontañ e istor e vez ambrouget Lukaz gant Youenn Bodros soner boest an diaoul.
Kit da welout ar filmig eta !
Siwazh deomp, an arvest a oa programmet d’an 18/02 e sal ar Family e Landerne. Bevet an distro er salioù !!