Gwelet e vezo perak e oa bet disklêriet ar brezel e 1914, penaos e oa eat ar soudarded hag ar vartoloded d’ober o dever evit difenn ar vro, penaos o doa ranket ar merc’hed, ar re goz, ar vugale ober al labourioù er gêr en o leac’h. Na pebez tristidigez ! Gwelet e ve-zo ive penaos e voe savet unaniez etre ar pobloù da-c’houde ar brezel 40 ha krouet Europa ar peoc’h hag ar garantez. Gant ma pado !
Skrivet gant Goulc’han Kervella diwar testennioù ha labourioù istorourien.
C’hoariet gant aktourien eus tan ha kurun ar Folgoad.
Leurenniñ : Ar Vro Bagan gant sikour Jocelyne Boennec
Gouleier : Michel Fagon ha Henri Sotin
Son : Didier Porchel, Egareg Kervella, Eric Péron
Gwiskamantoù ha rikoù : Poellgor buheziñ ar Folgoad, Ar Vro Bagan.