Ar c’hamp etrekeltiek a vrezhonegerien a zo bep bloaz e Kastellin e-pad ur sizhunvez (10 betek 16/07/2016). Ar brezhoneg n’eo ket un danvez studi nemetken, met ur benveg eskemm diouzh an endro hag ar vuhez a-vremañ. Setu perak vez kinniget rummadoù kentelioù war demoù liesseurt (distagadur, dañs ha kan, kazetenniñ ha… c’hoariva).
Petra ‘vo graet er rummad c’hoariva ?
- 1. Graet e vo anaoudegezh gant ar c’hommedia dell’ arte
Ar pal eo labourat war tudennoù kommedia dell ‘arte, war demz spered pep hini anezhe ; war ar santimantoù ha c’hoari war ar prim. - 2. Ar c’horf hag ar vouezh
Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre boelladennoù Qi Gong evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni. Pouezus-kenañ eo alaniñ mat. A-drugarez d’an alan e c’heller implijout mat ar vouezh hag ar c’horf. - 3. Ar skrivañ
Pep hini a c’hallo lavaret ha c’hoari ar pezh a zo don en e galon. Al labour gant ar c’horf, gant ar vouezh ha war ar c’hommedia dell’ arte a vo un digarez da bep hini da ijinañ ha da skrivañ istorioù berr.
Titouroù hag enskrivadurioù : KEAV